Caribert Iañ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
« Cherebert roy de France » (561-567) gant Jean Dassier (1676-1763).
Levrdi broadel Pariz
« Caribert, roue frank Pariz ha kornôg Galia (marvet en 567) » hervez Jean-Joseph Dassy (1796-1865). Taolenn graet e 1837, miret e Versailhez, e mirdi broadel ar c'hastell.

Caribert Iañ, pe Karibert, pe Charibert (distaget evel "c'h" moarvat) (520 - 567), a oa ur priñs frank, mab da Hlotar Iañ, roue ar Franked, ha d'e wreg kentañ Ingonde. Roue Pariz e voe betek 567.

E anv[kemmañ]

E vuhez[kemmañ]

Bec'h a-walc'h en devoa bet Hlotar Iañ oc'h adunvaniñ ar rouantelezhioù frank evel en amzer Clovis Iañ, ha ne oa ket fellet dezhañ rannañ e rouantelezh a-raok e varv[1].

Bec'h gant an hêrezh : brezel ouzh Chramn[kemmañ]

En 558 e voe kaset Caribert ha Gontran gant Hlotar da gemer Limousin digant o breur Chramn, hag en devoa taolet ee grabanoù war ar vro-se. Tal ouzh tal edo an armeoù, goulennet e voe digant Chramn daskor an douaroù laeret, nac'h a reas, emgann a vije bet panevet d'ur gorventenn. Un dro-gamm areas Chramn d'e vreudeur: kas a reas ur c'hefridiour dezho da gemenn marv o zad a oa o stourm ouzh ar Saksoned. Ha kuit Caribert ha Gontran da Vurgondia[2].

Gwragez ha bugale[kemmañ]

  • Méroflède, merc'h d'ur cartier, matezh e wreg kentañ, ha c'hoar Marcoveifa e drede gwreg.
  • Marcoveifa (Marcova) (?-567), c'hoar d'e eil gwreg .
  • En 566, Theudechilde, leanez, merc'h d'ur mesaer. Daou vugel o doe:

Pa intañvezas Theudechilde e klaskas saveteiñ rouantelezh Pariz dre gemer teñzor ar roue da gentañ hag en em ginnig d'ar roue Gontran goude, methennezh a roas gourc'hemenn d'he sparlañ en ur gouent.

Lennadurezh[kemmañ]

  • L'histoire des rois Francs par Grégoire de Tours, collection L'aube des peuples, Éditions Gallimard, 1990.

Notennoù[kemmañ]

  1. Ivan Gobry, Clotaire II, dstumad « Histoire des rois de France », Pygmalion, pajenn 12.
  2. Gregor Teurgn, Histoire des francs, levrenn IV, 16.

Pennad kar[kemmañ]