Dourvarc'h korr
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Artiodactyla | ||||
| Kerentiad : | Hippopotamidae | ||||
| Genad : | Choeropsis | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Choeropsis liberiensis Morton, 1849 |
|||||
|
|||||
An dourvarc'h korr (Choeropsis liberiensis pe Hexaprotodon liberiensis) a zo ur bronneg geotdebrer eus kornôg Afrika.
Doareoù pennañ [kemmañ]
Etre 160 ha 280 kg a bouez a vez en dourvarc'h korr, 1.50 m a hirder (hag ul lost 20 cm), 1 m d'ar muiañ ouzh an draen. A-hed e vuhez e kresk e zent-lagad.
Ezveret e vez un dourenn lufrus ha gell-ruz gant gwagrennoù an derm hag a servij da wareziñ e groc'hen kizidik diouzh bannoù an heol.
Annez [kemmañ]
Bevañ a ra en takadoù koadek, nepell eus an dour a zo pouezus evit ma chomfe gleb e groc'hen kizidik. Kavout a ra goudor er geunioù, froudoù pe stêrioù.
