Don Carlos Spagn
Don Carlos Spagn, pe Carlos de Austria y Portugal e spagnoleg, ganet e 1545 e Valladolid, marvet e 1568 e Madrid, a oa ur priñs spagnol, mab d'ar roue Felipe II (1527-1598), ha priñs Asturiez .
Taolenn |
E vuhez [kemmañ]
Mab nemetañ Felipe II hag e bried kentañ Maria Manuela Portugal e oa. E vamm a varvas miz goude genel anezhañ. Klañvidik ha nammet e oa a gorf. Lorc'hus, feuls ha drouk e oa, ha dre ma kreske ne seblante ket yac'h e spered. Krediñ a reer e oa dleet kement-se d'ar genwadelezh etre an Tiegezh Habsburg ha tiegezhioù roueel Spagn ha Portugal.
E 1560 e voe anavezet evel priñs pennhêr Kurunenn Kastilha, hag e 1563 evel pennhêr Kurunenn Aragon.
Mervel a reas er vac'h da 23 bloaz.
Dimezioù [kemmañ]
Skoulmet e oa an emglev etre Spagn ha Bro-C'hall, ha Carlos a oa da zimeziñ e1559 da Elesbed Bro-C'hall (1545-1568), merc'h da Herri II (Bro-C'hall); e dad avat, o welout pegen distabil e oa e spered, ha dre ma oa intañv adarre goude marv e eil pried, a zimezas ganti en e lec'h e 1560.
Teir maouez all a voe kinniget d'ar priñs neuze: Mari Stuart; Marc'harid Valois, merc'h yaouankañ Herri II; hag Anna Aostria, ur geniterv dezhañ, merc'h da impalaer Aostria.
E 1565 e oa da zimeziñ Anna Aostria (1549-1580), merc'h d'an Impalaer santel Masimilian II an Impalaeriezh Santel; e dad avat a enebas, ha dre ma oa intañv adarre, a zimezas d'ar briñsez adarre, en 1570.
E varv [kemmañ]
En 1562 e tapas Carlos ul lamm er skalieroù, ma voe gloazet e benn. Saveteet e voe e vuhez gant un trepanadur a voe graet gant ar medisin Andreas Vesalius.[1] Doude an abadenn-se e teuas Carlos da vout gouez ha da gaout barrioù trumm.
En 1564 e lakaas Felipe II e nized, an arc'hduged Rodolf hag Ernst Aostria, da zont da Spagn, evit aozañ ganto penaos e oa da ren e Stadoù, diwar-goust e vab Carlos eta, a gave d'ar roue ne oa ket gouest da ren. Droug a savas e Carlos neuze, hag e 1567 e reas emglev gant emsavidi an Izelvroioù, o doa kemeret an armoù a-enep e dad, hag e prometas kemer penn o arme. Felipe II a hañvalas krediñ en doa Carlos iriennet a-enep dezhañ. Lakaat a reas herzel ha bac'hañ anezhañ. Kondaonete voe gant lezvarn an Iliz. Un toullad mizioù goude e varvas en e vac'h e 1568; lod alavar e oa dre ma chome hep debriñ, re all dre ma voe kontammet.
Oberennoù [kemmañ]
Meur a oberenn zo bet skrivet diwar-benn istor Don Carlos Spagn :
- E 1622, El príncipe don Carlos o Los celos en el caballo, pezh-c'hoari spagnolek gant Diego Jiménez de Enciso ;
- E 1672, Dom Carlos, un danevell istorel gant Saint-Réal ;
- E 1676, Don Carlos, pezh-c'hoari gant Thomas Otway ;
- E 1787, Don Carlos, pezh-c'hoari alamanek gant Friedrich von Schiller ;
- E 1867, Don Carlos, ur c'hoarigan gant Giuseppe Verdi, war ur skrid gant Joseph Méry ;
- oberennoù a bep seurt gant Jean-Galbert de Campistron, André Chénier, Vittorio Alfieri, Emile Verhaeren, etc.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Parker p. 88