Dmitriy Medvyedyev

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Dmitriy Medvyedyev

E 1965, e Leningrad, e oa ganet Dmitriy Anatolyevitch Medvyedyev (ruseg: Дмитрий Анатольевич Медведев) (distagadur: treuzlizherennadur Dmitrij Anatol′jevič Medvedev; IPA /dmʲitrʲɪj ɐnɐˈtolʲjɪvʲɪtɕ mʲɪˈdvʲedʲɪf/).

E respet er politikerezh hag en aferioù[kemmañ]

Etre 1991 ha 1996 e oa bet priziaour war ar gwir evit Vladimir Poutin. E 1999 e oa besmestr melestradur ar Prezidant. E 2000 e oa prezidant kuzul-merañ Gazprom. E 2002 e oa e penn melestradur ar Prezidant.

E 2005 e oa kentañ beskentañ Ministr Rusia ha prezidant kuzul merañ Gazprom evit an eil gwech.

Prezidant Rusia ha Kentañ Ministr en-dro[kemmañ]

D'ar 7 a viz Mae 2008 e teu da vezañ 3de prezidant Rusia. War-dro 70% eus ar mouezhioù a yeas gantañ d'an dilennadegoù aozet d'an 2 a viz Mae. Harpet e oa gant Vladimir Poutin, ha n'halle ket en em ginnig en-dro evit un trede respet, ha meur a strollad politikel a-du gant hemañ [1]. Goude ur respet m'en doa Vladimir Poutin da gentañ ministr, e lez e blas da hemañ evit ar votadegoù prezidant war-lerc'h. Dilennet Poutin setu Medvyedyev da Gentañ Ministr d'e dro (2012).

Daveoù[kemmañ]

  1. Putin sees Medvedev as successor BBC News