Django Reinhardt

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar gitarour Django Reinhardt

Jean-Baptiste Reinhardt, anavezet dre e anv Django Reinhardt, ganet d'an 23 a viz Genver 1910 e Liberchies e Belgia ha marvet d'ar 16 a viz Mae 1953 e Samois-sur-Seine e Bro-C'hall, a oa gitarour jazz anezhañ. E stumm da seniñ ha da sevel tonioù a zo bet eilskoueriet meur a wech, ha deuet a zo diwar-se ur stil disheñvel : ar jazz manouch. Eus ur familh sinti e oa, ur bobl lesanvet e Bro-C'hall manouch. C'hoazh emañ e-touesk ar c'hitarourien anavezetañ ha gant ul levezon bras en istor an jazz.


E vuhez[kemmañ]

Ur yaouankiz war an hentoù[kemmañ]

Django Reinhardt a zo ganet d'an 23 a viz Genver en un ti-karr a oa paouezet e Liberchies, e Belgia, e lec'h ma voe diskleriet evel "mab Jean-Baptiste Reinhardt ha Laurence Reinhardt ". Al lec'h-se n'en deus ket kalz a dalvoudegezh, dre ma oa ar bugel deus ur familh Tzigan, boaziet da gantreal en Europa a-bezh. E yaouankiz a dremenas neuze o veajiñ (e Bro-C'hall, Italia pe Aljeria), a-raok ma 'z eas ar familh d'en em staliañ e Pariz, da gentañ penn nebell deus Dor Choisy, hag a-benn ar fin e Dor Italia.

A-bouez bras eo bet kejadenn Django pa oa dek vloaz gant banjo e eontr. Abaoe an deiz-se en devoa poan diskregiñ gant ar benveg ha chom hep uzañ e vizied war ar c'herdin merglet, bammet ma oa gantañ. Deskiñ a reas dre selaou gant aked ar vuzisianed a dremene dre ar c'hamp, ha dont a reas a-benn buan da vezañ barrek en un doare souezus. Gant ar memes plijadur e teskas violoñs ha gitar ivez a-benn ar fin.

Da 13 vloaz e oa boaz dija da seniñ e tavarnioù ha balioù Pariz, e tier bras an dud pinvidik, en ur genderc'hel da seniñ evit e blijadur dezhañ. Redek buan a rae neuze brud ar soner yaouank ampart e touesk ar vuzisianed ken e voe kiniget dezhañ enrollañ e bladenn gentañ e 1928 gant Jean Vaissade, soner akordeon.

Ur blanedenn dousmac'hus[kemmañ]

Ar penn laz-seniñ Jack Hylton, souezhet gant ampartiz Django, a ginnigas dezhañ er memes bloavezh seniñ en e strollad sonerezh poblel, a oa sañset mont da Londrez d'ober un troiad sonadegoù. Met planedenn an arzour yaouank a voe disheñvel : just a-raok kuitaat ar vro, d'ar 26 a viz Here 1928, e krogas an tan e ti-karr ar soner hag e wreg kentañ Bella Baumgartner. Gloazet mat e oa bet Django er gwallzarvoud, en e gar dehoù hag en e dorn kleiz. Koll a reasa implij daou biz, met ne ziskalonas ket da zerc'hel da seniñ gitar. Labourat start a reas 6 miz pad, gant ar gitar bet profet dezhañ gant e vreur Joseph "Nin-Nin", da zioroiñ un teknik nevez. An Hot Club de France : brud bras er bed e-pad ar brezel

Pa oa deuet er-maez deus an ospital e 1930 e oa peurlipet teknik nevez ar gitarour, estonus abalamour ma ne implije nemet daou biz an dorn kleiz, hag ar biz-meud evit ar c'hoari solo. Dont a rae a-benn da seniñ un nebeud kendonioù en ur milblegañ e viz-bihan hag e viz-gwalenn. Dizoloiñ a reas en ur zistreiñ e bed ar sonerezh e oa deuet ar gitar, en e zaou vloavezh ezvezañs, da gaout e blas el lazoù-seniñ Jazz, ar sonerezh nevez-deuet eus ar Stadoù-Unanet. Tañvaoù kentañ sonerezh Duke Ellington, Joe Venuti, Eddie Lang pe Louis Armstrong a voe ur stroñs bras dezhañ, sed e tivizas ar gitarour yaouank ober deus an Jazz e vuhez.

E 1931 e sone e laz-seniñ « Croix du Sud », renet gant André Ekyan, e touesk Alix Combelle ha Stéphane Grappelli. Gwech an amzer, er mare-se, en deveze tro da seniñ gant an akordeonour italian Vetese Guerino, ar breudeur Baro ha Matelo Ferret. Gant Stéphane Grappelli, ha gant sikour Louis Volail e savas e 1934 ar Quintette du Hot Club de France. Breur Django, Joseph alias "Nin-nin", Roger Chaput hag e c'hitar ha Louis Vola ouzh ar gourrebed a enbarzhas ivez ar strollad. Berzh bras a reas neuze ar sonerezh nevez a ijinjont. Un toullad pladennoù a enrolljont er bloavezhioù war-lerc'h, ouzhpenn d'an troiadoù a raent en Europa a-bezh asambles gant arzourien a-bouez evel Coleman Hawkins, Benny Carter pe Rex Stewart. Gant e deknik hag e ouiziegezhioù e teuas Django a-benn da vezañ doujet gant ar re-se, daoust dezhañ bezañ bet desket e-unan.

E 1939 e tarzhe ar brezel. E Bro-Saoz e oa ar pempad. Stéphane Grapelli a gouezas klañv hag a rankas chom e Londrez. Distreiñ a reas Django e Frañs, e Toulon, met ne voe ket kaset d'ober brezel abalamour d'e zevadennoù. Chom a reas e lodenn dieub Frañs a-hed ar brezel, mont da seniñ e Pariz, beajiñ... Enrollañ a reas ar ganaouenn Nuages e 1940 gant Hubert Rostaing, soner klarinetenn ha sakso jazz. Er memes bloavezh e enrollas ivez gant laz-seniñ Pierre Allier.

E 1943 e timezas gant Sophie Ziegler, e eil wreg. Genel a reas Babik Reinhardt ur bloavezh war-lerc'h ; hemañ a zeuas da vezañ gitar bras ivez. Kavout a reas Grappelli en-dro en Dieubidigezh ; deus ar prantad joaius-se e chomas o Marseillaise mil-vrudet bremañ.

E touez ar re gentañ o kompren ar be-bop, ur reveulzi jazz o tont eus ar SUA douget gant Charlie Parker ha Dizzy Gillespie, e voe Django Reinhardt e Frañs. Derc'hel a reas kont adalek fin ar brezel ouzh kavadennoù levezonet war-eeun gant ar be-bop, en ur chom feal d'e doare kompren ar sonerezh.

Hunvreoù dipitus Amerika[kemmañ]

Django Reinhardt ha Duke Ellington, 1946

Derc'hel a reas ar Quintet Hot Club de France an enrolladennoù hag an troiadoù war-lerc'h ar brezel. E-kerzh un troiad er Stadoù-Unanet e 1946 en teuas ar chañs da Django da seniñ gant Duke Ellington. Kejet o devoa dija e 1939 pa oa Duke o treiñ en Europa ha diwar neuze e oa deuet ar c'hoant dezho seniñ asambles. Hogen Django n'en devoa ket unvreet ar c'henlabour-se evel ma oa tremenet. Poan en devoa o plegañ ouzh doareoù strizh ar Big Bands, boazet ma 'z oa gant frankiz ar vuhez nomad. Ouzhpenn da-se ne ouie ger Saozneg ebet ha, gwashañ tra, ne oa ket bet embarzhiet da vat gitar Django e kempennadurioù Ellington ; ne oa e blas nemet hini ur seurt dudiamant e plas ar soner solo evel m'en devoa soñjet. Klask a reas kejañ ouzh Charlie Parker, Dizzy Gillespie, Thelonious Monk en ur dremen dre New York met en aner.

Un eñvor c'hwerv a viras deus ar prantad-mañ, ha pellaat a reas tamm ha tamm deus ar gitar, en ur lakaat muioc'h a nerzh evit e blijadurioù all, livañ, pesketa, ar bilhart. N'eo ket-se a viras outañ da sevel en dro ar pempad aour evit un nebeud enrolladennoù gant Stéphane Grappelli. Ar pladennoù savet diwar neuze a zo dreistordinal e-keñver mestroni ha dibarded.

Nevezamzer ar be-bop

Prenañ a reas un ti evit en em staliañ e Samois-sur-Seine er Seine-et-Marne, tost da Fontainebleau, er bloavezh 1951. Un nevezamzer e voe evitañ : dont a rae an awen en-dro, ur c'hoari evel n'en devoa bet biskoazh a zeue dezhañ ha boaz e oa da seniñ gant gwellañ be-boperien gall ar mare : Roger Guérin, Hubert ha Raymond Fol, Pierre Michelot, Bernard Peiffer, Jean-Louis Viale. Chom a rae neuze e-touesk nevezerien an Jazz.

E 1953, Norman Granz a gemennas da Django e c'hoant da lakaat anezhañ da gemer perzh en troiadoù mil-anavezet Jazz at the Philharmonic. Eddie Barclay, ar produer gall, a lakas anezhañ da enrollañ eizh ton, e stumm ur "gartenn-vizit", evit an amerikaned. An eizh ton dreistordinal-se a verkas da vat ar selaouerien jazz ha gitarourien ar bed-holl, a voe levezonet degadoù a vloavezhioù pad gant stumm seniñ un Django en a-raok war e amzer.

Pladenn diwezhañ Django a voe enrollet d'an 8 a viz Ebrel 1953, gant Martial Solal ouzh ar piano (bet o seniñ war an enrolladennoù kentañ), Pierre Michelot ouzh ar gourrebed, Fats Sadi Lallemant ouzh ar vibrafon ha Pierre Lemarchand ouzh ar binvioù-skeiñ. Mervel a reas tri miz war-lerc'h diwar ur c'hleñved empenn. Interet e voe e Samois-sur-Seine.

Plakenn en enor Django Reinhardt e Samois-sur-Seine

Eñvor ha levezon[kemmañ]

Lakaet e vez Django Reinhardt, asambles gant Charlie Christian, Joe Pass ha Wes Montgomery, evel unan eus ar gitarourien gwellañ Jazz a zo bet biskoazh. Ul levezon deus ar re gentañ en deus evit lod vrasañ ar gitarourien evel m'o deus Andrès Segovia, Mark Knopfler pe Jimi Hendrix e stummoù disheñvel. Ar stil dezhañ e-unan, etre Jazz ha sonerezh Tzigan, en deus dalc'het gant e hent ha lakaet da c'henel an Jazz Manouch. Deuet eo an Jazz Manouch da vezañ ur gwir folklor evit ar gumuniezh Manouch abaoe marv Django ha sonet e vez pep-lerc'h er bed.

Un arouez eo deuet an dudenn-se da vezañ er bed Tsigan. Alain Antonietto a lare gwir en ur laret : "Django a zo haroz ur bobl, hini ar bobl Tsigan". Evit an dud gwallgaset-se, o deus ranket derc'hel ouzh ur ouennlazh a n'eo ket bet anavezet kement-se, ez eo Django Reinhardt kannad ur sevenadur Tzigan bev mat, etre hengoun ha nevezenti.

Ar pezh a chom ivez a zo e bersonelezh dibar, dispont ha didrubuilh, e tenadoù sodiñ ha dreist-ijin. Derc'hel a reer soñj e tonioù anavezetañ Reinhardt, Minor Swing, Nuages, Rythme futur, Anouman, Djangology pe c'hoazh Douce Ambiance. Un nebeud tonioù da Django a zo bet implijet evit sonerezh filmoù ha c'hoarioù video. Implijet eo bet e skeudenn e film Woody Allen Accords et désaccords et 1999 gant Sean Penn. Ar Festival de Jazz Django Reinhardt a zo bet krouet e 1983 e Samois-sur-Seine.

Enrolladennoù[kemmañ]

Pladennoù LP 33™ /12"

  • Django Reinhardt and the Hot Club Quintet (1951)
  • At Club Saint-Germain (1951)
  • Django Reinhardt et Ses Rythmes (1953)
  • The Great Artistry of Django Reinhardt (1954)
  • Django's Guitar (1955)
  • Django Reinhardt and His Rhythm (1959)
  • Routes to Django Reinhardt (1980)

Dastumad Jazz in Paris / Universal Gitanes Jazz Productions

  • JPI 11 : Django Reinhardt - Django et compagnie
  • JPI 12 : Django Reinhardt - Swing from Paris

• JPI 13 : Django Reinhardt - Swing 39 • JPI 58 : Django Reinhardt - Swing 48 • JPI 59 : Django Reinhardt - Django’s blues • JPI 90 : Django Reinhardt - Nuit de saint-germain-des-prés • JPI 91 : Django Reinhardt - Nuages • JPI 102 : Django Reinhardt - Place de Brouckère Daspunadoù

  • Intégrale Django Reinhardt I da XX, (1934-1953), 2 CD, Paris : Frémeaux & Associés, FA302 - FA315, 1997.

• Rétrospective Django Reinhardt 1934/53, 3 CD, Saga, Distribution Universal, 038 161-2

  • Djangologie, 20 CD remasterisés (1928-1950), EMI France, 2009.