Diwaller-pal (mell-droad)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Un diwaller o lammat da glask herzel ouzh ur volotenn da vont er gaoued.
An diwaller alaman Jens Lehmann o splujañ da glask tapout ar vell.
Manegoù ar porzhier alaman Oliver Kahn.

An diwaller-pal[1] (anvioù all: diwaller-palioù[2], gward-pal[3], mirer-pal[4], porzhier[5]) pe, ent-berr, un diwaller[6], eo an den karget da ziwall kaoued e skipailh er c'hoari mell-droad.

Taolenn

[kemmañ] Ar gaoued

Toull ar gaoued zo un hirgarrez a 7 m 32 a led ha 2 m 44 a uhleder. A-drek an toull ez eus stegnet ur roued da virout ouzh ar vell da vont re bell, da chom e-barzh ar gaoued, da desteniañ eo aet e-barzh. E deroù pep c'hoariadenn e rank an tredeog gwiriañ ar roued evit bezañ sur ne c'hallo ar vell tremen nemet etre daou bost an toull bras.

An takad-dic'haouiñ, anezhañ ar gorread ma c'hall an diwaller tapout ar volotenn gant e zaouarn, a ya betek 16 m 50 dirak ar gaoued.

[kemmañ] Ar c'hoari

E pep skipailh mell-droad e vez 11 melldroader, 10 o redek war-lerc'h ar volotenn dre an dachenn-c'hoari hag un diwaller dirak e gaoued. Hennezh hepken en deus renk da gemer ar volotenn gant e zaouarn gant ma vo en dachenn tost ouzh e gaoued.
Manegoù a vez gwisket gant an diwallerien. Pa vez lakaet ar volotenn er gaoued e vez lavaret eo aet e-barzh, pe aet en toull, hag ur poent a vez roet d'ar skipailhoù seul wech ma lakaont anezhi e-barzh.

Pa dap an diwaller ar vell ha p'he laosk da gouezhañ e c'hall ar c'hoarierien all hec'h adtapout da genderc'hel da c'hoari.


[kemmañ] Pennadoù kar

Diwaller-pal (sport)

[kemmañ] Porzhierien veur

[kemmañ] Notennoù ha daveennoù

  1. E-barzh Geriaoueg ar vell-droad, TermBret, Ofis ar Brezhoneg, 2002.
  2. Geriadur brezhoneg, An Here, 2001.
  3. E-barzh Geriaoueg ar vell-droad, TermBret, Ofis ar Brezhoneg, 2002.
  4. E. Ollivro, Pikoù mab e dad, Mouladurioù Hor Yezh, 1983 (troidigezh gant Jakez Konan).
  5.  ???Un daveenn a vefe ezhomm amañ
  6. E-barzh Geriaoueg ar vell-droad, TermBret, Ofis ar Brezhoneg, 2002.
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all