Dirk Bouts

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Hent ar Baradoz, pe pignidigezh ar re zilennet, Palez an Arzoù-kaer, Lille

Dirk Bouts (pe Dieric Bouts hag ivez Dirk Bouts gozh (tro 1415 e Leuven, - 1475 e Leuven) a oa ul livour izelvroat. E oberennoù a vez renket el luskad kentidi Flandrez.

E vuhez[kemmañ]

Ne ouezer ket kalz tra diwar e benn. Carel van Mander a savas e vuhezskrid e 1604, met anzav a reas e oa diglok. Hervez van Mander e vije bet ganet e Haarlem. Ne ouezer ket digant piv e teskas e vicher, merzet e vez memes tra levezon Rogier Van der Weyden ha hini Petrus Christus en e oberennoù kentañ[1].

Ar goan-sakr diwezhañ, unan eus panelloù Ster-aoter ar sakramant santel. Gwelet e vez barregezh Bouts da labourat an diarsell

E dibenn ar bloavezhioù 1450 e timezas gant ur plac'h anvet Katharina van der Brugghen, ha hi o tont eus renkad bourc'hizien Louvain. Pevar bugel a voe ganet, hg an daou vab, Dirk II hag Albrecht Bouts a zeuas da vezañ livourien ivez[1].

E 1468 e voe anvet da livour ofisiel kêr Leuven. E 1473 e timezas gant Elisabeth Van Voshem[1].

E oberenn[kemmañ]

Brudet eo Bouts a-drugaez d'e oberennoù relijiel. Peurliesañ e live gant eoullivaj war goad. Barrek e oa ivez evit a sell ouzh implij an diarsell. Chañsoù zo e vije bet levezonet Hieronymus Bosch gant e daolenn "An Ifern" (tro 1450, Mirdi Arzoù-kaer Lille). Dameñvel eo an doare m'eo aozet an div daolenn.

Oberennoù[kemmañ]


Daveoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 1,2 Dictionnaire des peintres belges

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.