Diglosia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Termenadur[kemmañ]

Un doare divyezhegezh kevredel ispisial eo an diglosia.

Hervez ar yezhoniezh, e c'heller komz eus diglosia kentoc'h evit divyezhegezh pa vez implijet d'an nebeutañ div yezh disheñval, peurliesañ an eil tost d'eben, gant tud o vevañ en ul lec'h bennak hag e lec'h e roer implijoù kevredel d'an unan eus an daou doare yezh-se hag implijoù kevredel izel d'egile.

Levezonet e vez alies ivez ar yezh izel gant ar yezh uhel.

Istor hag etimologiezh[kemmañ]

Krouet e oa bet an termen diglosia diwar an henc'hresianeg διγλωσσία (diglōssia) evit ar wech kentañ gant ar yezhonour Iannis Psycharis. War-lerc'h e voe implijet gant an arabegour William Marçais e 1930 evit deskrivañ stad an traoù el lec'hioù ma komzer an arabeg. Brudet eo deuet da vezañ, avat, a-druagrez d'ur pennad-skrid savet gant Charles Ferguson, "Diglossia" e 1959. Er skrid-se e implijas Ferguson an dermenn da deskrivañ un doare divyezhegezh kevredel el lec'h ma'z eus ur yezh uhel (H, saoz. 'High') kichen-ha-kichen gant unan izel (L, saoz. 'Low') hervez an doareoù ma vezont implijet er gevredigezh.

Skouerioù a diglosia[kemmañ]

Hervez Ferguson, evit gallout komz eus diglosia e rank an daou doare yezh H ha L bezañ tost an eil d'egile. Fishman an hini eo, neuze, a skrivas evit ar wech kentañ diwar-benn diglosia etre yezhoù disheñvel a reas diglosia ledan (saoz. 'extended diglossia') outañ, d.s. an alzaseg evel yezh izel (L) hag ar galleg evel yezh uhel (H) en Alzas.

Hervez Ferguson ez eo skwerioù mat an arabeg rannyezhel / arabeg unvan a-vremañ pe klasel hag ar gresianeg Katharevousa e-keñver ar gresianeg Dhimotiki.

Kloss, diouzh e du, a ra un diforc'h etre exoglosia' evel hini an Alzas hag endoglosia evel etre an alamaneg suiseg hag an alamaneg unvan.

Pa c'heller komz eus endoglosia dreistholl, an doare yezh izel (L) a c'hell bezañ ur vasilektenn pe ur vezolektenn keit ha ma vez ar yezh uhel (H) an akrolektenn.