Katharevousa

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Katharevousa (gresianeg: καθαρεύουσα “(yezh) c'hlanaet”) eo anv un doare gresianeg a-vremañ diazezet dreist-holl war ar gresianeg klasel kentoc'h evit hini ar bobl.

Krouet e oa bet evit talvezout da yezh unvan e penn-kentañ an XIXvet kantved gant Adamantios Korais hag a fellas dezhañ glanaat ar yezh dre skarzhañ diouti levezon ar yezhoù estren, dreist-holl hini an turkeg, hag ivez oc'h eeunaat ar yezhadur. Skrivet e veze gant ar reizhskrivadur liestonel.

Lakaet e oa bet da yezh ofisiel Gres hervez Bonreizh 1911, betek ma oa bet lakaet an dhimotiki, tostoc'h da yezh ar bobl, en e blas e 1976. Daoust ha m'eo bet laosket ar c'hatharevousa a-gostez ez-ofisiel e oa bet levezonet an dhimotiki gantañ ha kavet e vez c'hoazh roudoù yezhadurel ha geriaouel e stumm ofisiel ar gresianeg unvan hiziv, dreist-holl pa vez implijet dre skrid.

Gwelet ivez[kemmañ]


Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.