Denílson

Eus Wikipedia
Denílson

Ur c'hoarier mell-droad eo Denílson de Oliveira, lesanvet Denílson.

D'ar 24 Eost 1977 e São Paulo (Brazil) eo ganet.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da vare Tournamant Frañs e nevezamzer 1997 e oa deuet brud warnañ. Gant skipailh Brazil e c'hoarie evel kreizer-tager. Ouzh skipailh Italia e lakaas bec'h war an dachenn dre zribloù dreistordinal.

Danvez c'hoarier gwellañ ar bed a zo ennañ. Prenet gant Betis Sevilla e voe ar bloavezh war-lerc'h evit 30 milion a euroioù. En Andalouzia avat e vo dipitus-tre ken ma voe prestet da Flamengo (Brazil) pe ne c'hoarie nemet evitañ e-unan. Ret eo anzav ivez e oa bet gloazet e c'hlin.

Kluboù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

68 dibab gant skipailh broadel Brazil abaoe 1996.

Titloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]