Death Note

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Death Note logo.jpg

Death note (デスノート, distaget «desu nōto» e japaneg) zo un manga japanek eus rummad ar re shōnen (memes m’eo tost ur suiri), krouet gant ar skriver senario Tsugumi Ohba ha gant an treser Takeshi Obata. Embannet eo bet evit ar wech kentañ er Weekly Shōnen Jump eus miz Kerzu 2003 betek miz Mae 2006. Goude-se eo bet embannet e-giz gwir Shönen gant an ti embann KANA (hag o deus embannet Naruto) e miz Geñver 2007.

An istor a zo war Light Yagami, ul lisead hag a gav ur c’haier iskis : an « Death Note »... Ar c'haier-se a oa a-raok d’ur Shinigami, un Doue ar marv, anvet Ryuk. An Death Note a ro ar galloud d’an hini a skriv e-barzh da lazhañ neb en deus c’hoant, adalek ma vez anavezet an anv ha penn an den. Gant sikour an Death Note, Light en deus c’hoant da grouiñ ur bed hep dorfed, ha merañ piv en deus ar gwir bevañ pe get.


Tri film sinema zo bet savet diwar Death Note, aet int er-maez e Japan etre 2006 ha 2008, hag ivez troet e tresadennoù-bev graet gant ar studio Madhouse hag aet er-maez er skinwel japanek eus an 3 a viz Here betek ar 26 a viz Even 2007.


Ar manga Death Note zo bet gwerzhet eus muioc'h eget 20 000 000 a levrioù er bed, ha muioc'h eget 1 000 000 e Bro-C'hall. An embannadur gall a zo bet gounezet gantañ priz Bob Morane 2008 er rummad " bannoù treset troet".

Ul luadenn eus Death Note a zo bet krouet gant Amano Kaito ha Sakano Hiro, hag ez eus tu da gavout anezhi e gekko gant an anv Death Joke.

Istor[kemmañ]

Al lizherenn « L » Implijet gant L evit skeudenniñ anezhañ e kuzulioù archerien Japan. Implijet gantañ ar skritur Cloister Black.

Light yagami zo ul lisead donezonet-dreist hag a gav ez eus re a dorfedoù er bed a hiziv. E vuhez a cheñch penn da benn an devezh ma kav ur c’haier kollet gant Ryuk, un Doue ar marv. Un Death Note eo. En ur pennad anvet « How to use it » e lavarer : An den gant e anv skrivet war ar c’haier-mañ a varv. E penn-kentañ digredus, ober a ra un taol-esae , hag merzout a reas ez eo gwir galloud ar c’haier ! Ryuk , an doue ar marv en deus leusket da gouezhañ e gaier e bed an dud evit mont kuit eus bed ar marv, e lec'h m'en deus ket kalz a draoù d'ober. Chom a ra atav gant light, ne z’eus nemet Light hag ar c’hell gwelout anezhañ, met ma 'vez stoket ouzh ar c'haier gant den mañ den e c'hell an den se gwelout anezhañ. Tamm ha tamm e tesk Light ober gant an Death Note, gellout a ra lakaat peur ha penaos e varvo an den , pe betra a raio a raok mervel , ma ne 'vez skrivet netra ar marv zo abalamour d'un taol kalon.


L, un enklasker brudet er bed a-bezh, hag Interpol, o deus merzet e oa kalz re a dorfedourien lazhet abaoe un nebeut a amzer. An afer-se vo kemmeret gant L , ha merzet a raio e 'z eus un den a dreñv an dra-se, An den se vo anvet Kira (hag a deu eus distagadenn eus ar ger " killer " e japaneg). Etre Light ha L e vo ur stourm bras a-benn gouzout an hini kentañ idantelezh an hini all.


Tudennoù[kemmañ]

Death Note, Book.svg

Light Yagami (夜神月) : Tudenn gentañ an istor, Light a zo ul lisead donezonet-dreist hag a gav ar bed a vremañ fall, re a torfed hag all. Kavout a ra ur c'haier anvet Death Note, kollet gant Ryuk, un Shinimagi. Implijout a ra ar c'haier-se evit krouiñ ur bed nevez gant nebeut a dorfed, en ur lazhañ an holl lazher hag all, dindan an anv eus Kira. E bal a zo krouiñ ur bed utopek, skarzhet kuit gantañ an holl dorfed , e lec'h ma c'hello bezañ ur seurt doue .



Ryuk (リューク) : Ryuk a zo ur shinigami hag a gav bed ar marv borodus tre, Dre m'en deus daou Death Note ober a ra van koll e Death Note e bed an dud, evit en em diduiñ. Light a vez atav heuliet gantañ, met chom a ra neptu er stourm.



L (エル) : L a zo un enklasker brudet e pep lec'h er bed, an hini gwellañ zoken. Enebour kentañ Light eo L. N'eo ket anavezet e anv gwir nag e benn gant an dud, neuze abalamour da se ne c'hell ket Light lazhañ anezhañ. E anv gwir a zo L Lawliet.


Misa Amane (弥海砂) : Misa Amane a zo un aktourez brudet, ur seurt Gothic lolita tost punk, hag a zo plijet gant Kira peogwir lazher he zud zo bet lazhet gant Kira (Light). He c'hoant karetañ vefe gwelout Kira, hi zo an eil Kira, he shinigami zo anvet Rem, ur wech m'o deus kejet Light ha Misa, e kouezh Misa e karantez gant Light, ober a rafe 'n eus forzh petra evitañ.


Rem (レム) : Rem zo doue ar marv hag a vez atav o heuliañ Misa. En em lazhañ a ra evit difenn Misa.

Reolennoù an Death Note[kemmañ]

An death Note en deus reolennoù strizh kenañ. Displeget int er pajennoù anvet " How to use it ".

Un nebeud reolennoù :

- Un den gant e anv skrivet en Death Note a varv e 40 s.

- Ma ne vez ket lakaet eus petra e varvo, mervel a ra eus un taol kalon.

- Evit lazhañ un den ret eo anavezout e anv hag e benn.

- Ma vez lakaet resisadurioù war ar marv , ho peus 6 mn 40 s evit resisaat eur ar marv pe pelec'h ha penaos. Met ret eo e chomfe poellek ar resisadurioù.

- Evit gellout gwelet ar shinigami staget ouzh an Death Note, ret eo bezañ bet kemeret anezhañ etre ho taouarn.

- An den hag a gav an Death Note a zeu da vezañ perc'henn warnañ, betek e varv. Gellout a ra koll e-unan e galloud war an Death Note ha koll dre ar memes amzer holl e eñvorennoù eus an Death Note.

- Gellout a reer implijout nemet un tamm diroget eus an Death note heñvel eo.

- Pa vez lazhet unan bennak gant un Doue ar marv, laeret vez gantañ ar pezh a chom eus buhez an den lazhet (ma vez lazhet un den hag en befe normalamant bevet betek 60 bloaz da 30 bloaz, laeret vez gant an Doue 30 bloaz ) Ne za ket en dro ar reolenn se gant an dud.

- Ur shinigami dre e T/daoulagad a c'hell gwelout anvioù an tud a wel, hag peurrest a amzer a chom dezho da vevañ, an den en deus c'hoant kaout an daoulagad-se a c'hell goulenn anezho d'e shinigami a-enep an hanter eus peurrest e buhez.

- An Death Note n'eo ket graet evit saveteiñ tud, da skouer ma vez implijet evit saveteiñ un den tost da vervel, an den-se a vo savetaet met an Doue a varvo.

- An Death Note ne za ket en dro gant an dud yaouankoc'h eget 780 devezh.

- Ma vez graet 4 fazi en ur skrivañ anv un den er c'haier, An Death Note na zaio ket ken en dro gant an den-se.

- Ma vez kollet pe ma vez laeret an Death Note, bez hon eus 490 devezh evit adtapout anezhañ, ur vech echuet a 490 devezh se, koll a rez holl eñvorennoù eus an Death Note.

- Ma varv an den perc'henn war an Death Note, ar perc'henniñ a za d'an den en deus an Death Note.

Filmoù[kemmañ]

Ar manga a zo bet troet e daou film gwir, graet gant Shūsuke Kaneko :

Hag un trede film a zo bet skrivet, diwar-benn buhez an tudennoù pennañ :

  • Death Note Relight 1 : L'Affrontement, deuet er-maez e 2008 e Bro c'hall)
  • Death Note Relight 2 : La relève de L, deuet er-maez e 2008 (2009 e Bro c'hall)
  • Ur film all eus Death Note, adwelet gant Warner Bros ha skrivet gant Brian Witten, a zo deuet er-maez e 2010.

Ar film kentañ a vo diwar benn an teir levrenn gentañ ar manga.

C'hoarioù video[kemmañ]

Graet ez eus bet tri c'hoari video diwar-benn Death Note, war Nintendo DS :

- Kira Game : deuet er-maez d'ar 15 a viz C'hwevrer 2007 - L wo Tsugu Mono : d'an 12 a viz Gouere 2007 - L the prologue to Death Note : deuet er-maez d'ar 7 a viz C'hwevrer 2008

Kavet e vez memestra Light Yagami, L/Ryuzaki, Ryuk, Misa Amane, Near ha Mello er c'hoarioù Jump Super Stars ha Jump Ultimate Stars.

Liammoù diavaez[kemmañ]