Naruto

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
A gleiz da zehou pa groger en nec'h : Kakashi Hatake, Iruka Umino, Sasuke Uchiwa, Naruto Uzumaki, Sakura Haruno

Naruto zo un heuliad manga japanat skrivet ha skeudennaouet gant Masashi Kishimoto. Savet ez eus bet tresadennoù-bev diwarne. Naruto Uzumaki, an dudenn bennañ, zo ur c'hrennard ninja trouzus, gouroberiant, dirakwelus a vez atav o klask bezañ anavezet hag a fell dezhañ dont da vezañ un Hokage, an ninja anavezet en ur gêriadenn evel ar rener hag ar c'hreñvañ eus an ninjaed.


Berzh Naruto[kemmañ]

Naruto, zo ur manga shônen bet krouet gant Massachi Kishimoto. E Bro-Japan, Naruto zo bet embannet e 1999 barzh ar gazetenn Weekly Shônen Jump gant an esitor Shueisha, E Bro-C'hall, Naruto zo bet embannet e 2002, gant 10 vloaz dale.

Ar manga-se zo produet gant Studio Pierrot hag Aniplex, an dresadenn-bev e oa bet skignet e Bro-Japan d'an 3 a viz Here 2002, war "T.V Tôkyõ". E Bro-C'hall e oa bet skignet war "Game One" d'an 2 a viz Genver 2006.


An istor[kemmañ]

Daouzek bloazvezh kent an darvoudoù ha ganedigezh Naruto, Kyubi, un droukspered louarn dezhañ nav lost en deus drastet kêriadenn guzh Konoha (Konohagakure (木ノ葉隠れの里 Konohagakure no Sato?)), ur geriadenn Ninjaed, o vuntrañ hec'h annezidi hag o plantañ reuz. Ar pevare Hokage a siellas an droukspered e-barzh ar bugel nevez-c'hanet Naruto ha mervel a reas diwar an dra-se.

Kontañ a ra ar mangaioù troioù-kaer Naruto Uzumaki, ar bugel emzivad hag farser-touet a ra kalz sotonioù evit bezañ remerket. Huñvre Naruto zo dont da vezañ hokage evit ma anavezo an holl e dalvoudegezh. Koulskoude e sell an holl outañ evel ma vefe an droukspered Kyubi e-unan, ha gwallgaset ha disprizet o deus anezhañ e-pad ar pep brasañ eus e yaouankiz. Kresket en deus hep tiegezh hag hep mignoned. Klask a ra eta sachañ evezh an dud o trougober.

Mont a ra war ar studi evit bezañ ninja ha dizoleiñ ez eo al lestr a zalc'h an droukspered bac'het hag ivez e oa tomm kalon an trede hogage outañ. Goude meur a daol-esae e c'hounez talgen Konoha. Naruto vo barzh ur skipailh, gant Sakura Haruno ha gant Sasuke Uchiwa, ar skipailh 7 gant o Jonin, Hatake Kakashi, un den kevrinus.

Heuliañ a reer Naruto hag e vignoned nevez a-hed o avanturioù. Diwezhatoc'h e krog un aozadur kevrinus anvet "Akatsuki" da glask tapout Naruto evit an droukspered e nav lost bac'het ennañ.

Ma n'ho peus ket c'hoant gouzout pelloc'h na lennit ket war lerc'h!!! Naruto a zo mab d'ar 4re Hokage, e paeron a zo Jiraya, unan eus an 3 ninja ar mojenn hag a vo goude kelenner da Naruto goude Kakashi. Naruto a zo bugel ar profesi met ne ouzon ket hiroc'h evit ar poent.

An tudennoù pennañ[kemmañ]

  • Naruto Uzumaki
  • Sasuke Uchiwa : Ur paotr eus skipailh Naruto, sakura ha Kakashi, hag en deus ar Sharingan.
  • Sakura Haruno : Ur plac'h eus ar memes skipailh, Sasuke, ha Kakashi hag a zo amourus eus Sasuke.
  • Kakashi : Kakashi zo ar jonnin eus ar skipailh 7, hag en doa ur c'hamarad eus familh Uchiwa, met marv eo e-kerz ur redadeg gant Kakashi hag a-raok mervel en deus roet e Kakashi o sharingan.

Ma ho peus c'hoanr gouzout hiroc'h war an dudennoù a zo e-barzh Naruto e c'hellit mont da wel war al lec'hienn dindan e galleg.

Notennoù[kemmañ]


Liammoù diavaez[kemmañ]

Galleg
Saozneg
Japaneg