De la démocratie en Amérique

Eus Wikipedia
Diwar-benn an Demokratelezh en Amerika
De la démocratie en Amérique
Pajenn ditl eus embannadur kentañ an troidigezh saozneg, Democracy in America, New York, 1838

Oberer Alexis de Tocqueville
Bro Frañs Frañs
Stumm Esae
Embanner galleg C. Gosselin
Lec'h mouladur Pariz
Mouladurioù kentañ 1835 ha 1840


De la démocratie en Amérique (Diwar-benn an Demokratelezh en Amerika e brezhoneg) zo un arnodskrid gallek gant Alexis de Tocqueville diwar-benn ar Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1830. Embannet e voe an oberenn e div lodenn, ar gentañ d’an 23 a viz Genver 1835, hag an eil d’ar 24 a viz Ebrel 1840. Ennañ e teskriv hag ec’h analiz entan an ingalded e-touez an dud ha dañjerioù an entan-se e-keñver ar frankiz.

Beaj Tocqueville en Amerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloaz 1831 e voe kaset Alexis de Tocqueville ha Gustave de Beaumont, daou reizhaouer gall anezho, gant ar gouarnamant gall da enklask sistem-karc'har ar Stadoù-Unanet. Erruout a rejont e New York e miz Mae, ha tremen dek miz o veajiñ dre ar vro a-bezh, en ur sellout ouzh an toulloù-bac’h met ivez ouzh ar gevredigezh amerikan hec’h-unan, hec’h ekonomiezh hag he folitikerezh. Kejañ a reas Tocqueville gant prokulor meur stad Louiziana, Étienne Mazureau, ha hennezh a roas dezhañ kalz a zata sokiologel, poblañsel ha yezhel.

Alexis de Tocqueville ha Gustave de Beaumont a chomas ivez e Kanada, o tremen un nebeud deizioù e Kanada-Uhel ha Kanada-Izel, en hañvezh ar bloaz 1831, er proviñsoù deuet da vezañ Kebek hag Ontario hiziv.

Goude bezañ deuet en-dro da Vro-C'hall e-kerzh miz c’hwevrer 1832, kinniget o doa o zeuliad a-fed sistem karc’har ar Stadoù-Unanet, anvet Diwar-benn an toulloù-bac'h er Stadoù-Unanet ha penaos emañ kont e Frañs. Beaumont a skrivas neuze ur romant a-zivout an darempredoù gouennel. Hogen Tocqueville, dedennet tre gant ar politikerezh amerikan, a skrivas un trete a analiz politikel ha sokial, Diwar-benn an Demokratelezh en Amerika. Gant oberenn Tocqueville eo e voe ar muiañ a vrud.

Diverradur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar-benn an Demokratelezh en Amerika a zo da gentañ un analiz an demokratelezh dre zileuriañ republikan, hag he stummoù ispisial er Stadoù-Unanet.

Rannet eo an oberenn e daou damm disheñvel, embannet an eil e 1835, hag egile e 1840. E pennad-digoriñ an tamm kentañ, Tocqueville a skrive e tileze an eil tamm (met cheñchet en deus e spered, anat eo). En tamm kentañ emañ deskrivadur demokratelezh ar Stadoù-Unanet. Studial a ra efedoù al lusk demokratelezh war stumm ar gouarnamant, al lezennoù, ar vuhez politikel, ar vuhez speredel, hag ar gevredigezh – da lavarout eo, an demokratelezh e-giz ur frammadur politikel. En eil tamm en em soñj diwar-benn stummoù ispisial an demokratelezh amerikan. Skrivet en deus ivez diwar-benn an demokratelezh dre vras, ha peurgetket a-zivout riskl tiranterezh an darn vuiañ.

Tocqueville en em soñjas diwar-benn dazont an demokratelezh er Stadoù-Unanet, an dañjeroù posubl « evit an demokratelezh » hag ar re o tont « eus an demokratelezh ».


Pajenn eus an dornskrid evit Diwar-benn an Demokratelezh en Amerika

Er skolioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar bloavezh skol 2019-2020, Diwar-benn an Demokratelezh en Amerika a oa unan eus an tri levr dibabet diwar-benn “an Demokratelezh” evit ar c’hlasoù ragaozañ skiantel, e-kichen Ar Varc’heien ha Bodadeg ar Maouezed, gant Aristofanes, hag An Irienn a-enep Amerika, gant Philip Roth.

Embannadurioù gallek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • De la démocratie en Amérique, in Œuvres, t. II, embannet dindan renerezh André Jardin ha gant kenlabour Jean-Claude Lamberti ha James T. Schleifer, Pariz, Gallimard, « Bibliothèque de la Pléiade », 1992, 1232 p.
  • De la démocratie en Amérique, Pariz, Gallimard, « Folio histoire », 1987, 2 damm, 640 ha 480 p.
  • De la démocratie en Amérique, ouzhpennet gant Souvenirs ha L'Ancien Régime et la Révolution, Pariz, Robert Laffont, « Bouquins », 2012, 1180 p.

Sellout ouzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]