Daimhinis

Eus Wikipedia
Rivinoù war Daimhinis

Daimhinis (Devenish island e saozneg[1]) zo un enezenn e lodenn izelañ Loch Éirne, en Hanternoz Iwerzhon.

Aspadennoù eus ur manati savet eno gant sant Molaise er VIvet kantved, war un hent pirc'hirinaj etrezek Cruach Phádraig, a weler eno c'hoazh. Distrujet e voe ar manati e 837 gant Vikinged, hag e 1157 adarre e-kerzh brezelioù etre pennoù klannoù eus Iwerzhon. Adsavet e voe er Grennamzer gant Aogustined ha dediet d'ar Werc'hez Vari. Un tour 25 m uhelder zo war an enezenn ; savet e voe en XIIvet kantved.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.