Correlingua
Correlingua a zo un obererezh kaset da-benn a-hed ar bloaz hag a echu gant ur redadeg vroadel vras da-geñver Día das Letras Galegas (" Devezh al Lizhiri Galizek ") lidet d'ar 17 a viz Mae.
Tremen a ra dre dek kêr disheñvel eus Galiza (Fene, Santiago de Compostela, Viveiro, Lugo, Ourense, A Guarda, Vigo, Vilagarcía, A Coruña, Pontevedra e 2007) ha dibabet e vez gant pep hini anezhe un den meur brudet (war dachenn an arzoù, ar sevenadur, ar sportoù h.a.) hag anavaezet dre e labour difenn ar yezh da zougen ar vazh ha gantañ/i e vez lennet ar manifest aet ar maout gantañ er genskrivadeg kaset da-benn er skolioù dre ar vro a-bezh a-hed ar bloaz.
Kenaozet e vez correlingua gant ar Asociación Socio-Pedagóxica Galega ("Kevredigezh Sokiapedagogel Galizek"), CIG-Ensino (skourr deskadurezh ar sindikad broadelour Confederación Intersindical Galega, d.l.e. "Kengevread Etresindikadel Galiza), A Mesa pola Normalización Lingüística ("Burev evit Normalizadur ar Yezh"), skipailhoù normalizadur yezhel (equipos de normalización lingüística) ar skolioù eil ha kentañ-derez ha tiez-kêr Santiago de Compostela, Lugo, Vigo ha Pontevedra.
Lidet e oa bet ar Correlingua war al live broadel evit ar 6vet wezh e 2007 ma kemeras perzh er redadeg tro-dro da 40.000 bugel en holl[1].
Gwelit ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lechienn ofisiel (e galizeg)