Cornucopia

Eus Wikipedia
Abundantia, poltredet gant ar c'hornad frouezh, oberenn diwar zorn Peter Paul Rubens, hiziv war ziskouez en National Museum of Western Art (国立西洋美術館, Kokuritsu Seiyō Bijutsukan), e Tokyo.

Ar c'hornad-frouezh , pe cornucopia en latin, a oa arouez ar binvidigezh, ar frouzhusted, ar founnusted, hag ar chañs, e mojennoù kozh Hellaz ha Roma. Hervez mojennoù Hellaz e oa dalc'het gant Pluton, doue ar marv. Hervez ur vojenn roman e oa etre daouarn Abundantia.