Commios

Eus Wikipedia

Commios a oa roue an Atrebated, e Galia er Iañ kantved kent JK.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevañ a rae an Atrebated en daou du da Mor Breizh. E 57 kent JK en em gannas an Atrebated a-enep un armead roman a 15 000 den, renet gant Julius Caesar, ha flastret e voent, asambles gant an Nervii, en emgann ar Sabis. Anvet e voe ur roue nevez en o fenn, gant Caesar, Commios e anv.

E 55 e voe kaset Commios da Enez Vreizh gant ar Romaned, e penn ur bagad marc'heien, ha karget e oa da lavarout da Atrebated Breizh chom hep stourm ouzh ar Romaned a oa o vont d'o aloubiñ, dre ma krede Caesar en defe levezon war e bobl. Bac'het e voe gant ar Vrezhoned avat ha chadennet. Dont a reas neuze ar Romaned, trec'het e voe ar Vrezhoned, dieubet Commios ganto da vont da c'houlenn ar peoc'h. Reiñ a reas ur bagad marc'heien eus e bobl da sikour Caesar da faezhañ ar Vrezhoned.

Da vare eil treizhadenn Caesar da Vreizh ez eas Commios da c'houlenn digant ar brezelour Cassivellaunos kodianañ. Feal e chomas da Julius Caesar da goulz emsavadegoù 54 kent JK ha se zo kaoz ne voe ket lakaet tailhoù war an Atrebated gant Caesar, hag evit trugarekaat Commios e voe lakaet da roue war ar Morini ouzhpenn.

E 53, goañv anezhi, p'edo Caesar e Gallia Cisalpina, e kavas da Titus Labienus edo Commios oc'h iriennañ a-enep ar Romaned gant Galianed all. Ha Labienus da gas un ofiser, Gaius Volusenus Quadratus, hag un toullad kantenerien da ober da Commios dont d'e gaout, ha war an hent e lazhjent an treitour. Commios a deuas a-benn da dec'hel, met gloazet e voe e benn. Touiñ a reas ne raje emglev ebet ken gant ar Romaned.

En 52 kent JK ez eas gant un armead da sikour emsavadeg Verkingetoriks gronnet e Seziz Alesia. Pa voe flastret arme ar brezelour arvern ez eas Commios da reiñ harp d'ar Bellovaked gant 500 German. Trec'het e voent, ma rankas Commios klask repu e Germania.

En -51 e tistroas d'e vro gant un toullad marc'heien evit derc'hel d'ober un tamm brezel d'e enebourien. Marcus Antonius, a oa e penn ul lejion, a roas urzh da Volusenus da vont war-lerc'h Commios, ha Volusenus da vont laouen. Emgann a voe, Volusenus a voe trec'h, met gloazet e oa e c'har gant ur goaf-bann. Commios a dec'has, a c'houlennas ar peoc'h dre hanterourien. Kinnig a reas gouestlidi, prometiñ chom sioul, mont da vevañ e-lec'h ma karje Caesar, gant ma ne welje Roman ebet ken. Antonius a roas e c'her.

Hervez ur skrid eus ar Iañ kantved, ar Strategemata, gant Sextus Julius Frontinus, e tec'has Commios da Enez Vreizh gant e gompagnuned, ha Caesar war e lerc'h. Pan erruas dirak Mor Breizh e kavas avel a-du, hogen izelvor, ma chomas al listri war an aod. Daoust da se e c'hourc'hemennas Commios lakaat da ouel. Caesar, p'o gwelas a bell, a gredas e oant war vor, hag a baouezas da redek bec'h dezho.

Diwar gement-se e kreder ne badas ket an ehan-brezel marc'hataet gant Antonius hag ec'h adkrogas ar brezel etre Commios ha Caesar. Hervez John Creighton e vije bet kaset Commios da Vreizh, goude graet an emglev ehan-brezel gant Antonius - eno e vije bet peursur da chom hep gwelout Roman ebet ken -, hag istorig Frontinus a rankje ober dave d'un dec'hadenn a-raok an emglev, pe ne vije nemet ur vojenn klevet gant Frontinus pa oa gouarnour Britannia, etre 75 ha 78. Hervez Creighton bepred e oa bet lakaet Commios da roue en Enez Vreizh gant harp Caesar, e oa bet adsavet e vrud goude lakaet e daol-treitouriezh war gont Labienus (a zilezas kostezenn Caesar e-pad ar Brezel diabarzh (etre -49 ha -45).

Gouzout a reer e oa roue an Atrebated en enez war-dro ar bloaz -30, e skoe moneiz gant e anv war ar pezhioù, e oa e gêr-benn e Calleva, hiriv Silchester, betek en -20, hag en dije bet tri mab eno, hag an tri a renas war e lerc'h war Atrebated Enez Vreizh :

  1. Tincomarus a renas gant e dad adal 25 goude JK betek ar bloaz 7 goude JK, met goude marv o zad e vije bet rannet ar rouantelezh etre Tincomarus (en hanternoz, ha Calleva e gêr-benn) hag e vreur Eppilus (er c'hreisteiz),
  2. Eppillus, 8 - 15, ha Noviomagus e gêr-benn,
  3. Verica, 15 - 40.

Bevet en deus Commios e mare ar c'hentañ darempredoù entre Roma hag Enez Vreizh, en em gannet eo evit Caesar da gentañ hag enep dezhañ goude. Hogen kement-se n'ouzer nemet dre un testeni, hini Frontinus, a voe e penn lejionoù roman Breizh etre 69 ha 98.

Moneiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv Commios a weler war bezhioù moneiz e Galia, goude an aloubadeg, gant Garmanos pe Carsicios. Diwar gement-se e c'haller kompren en devoa miret un tamm galloud e Galia, petra bennak ma oa o ren tramor, ha marteze en devoa rejanted pe adrouaned. Garmanos ha Carsicios a oa marteze mibien dezhañ, ha skrivaén a raent anv o zad war o fezhioù-int.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Malcolm Todd: Commius (fl. 57–50 BC). In: H. C. G. Matthew, Brian Harrison (Hrsg.): Oxford Dictionary of National Biography, from the earliest times to the year 2000 (ODNB). Band 12 (Clegg–Const). Oxford University Press, Oxford 2004, ISBN 0-19-861362-8, S. 868–869, online (Lizenz erforderlich), Stand: 2004