Colt Single Action Army

Eus Wikipedia
Colt Single Action Army
Skeudenn ar pennad Colt Single Action Army

Revolver Colt Single Action Army savet e 1956
Kinnig
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Revolver
Kalibr .45 Colt (da gentañ), meur a galibr all goude eus ar .22 Long Rifle d'ar .45 ACP
Saver Colt
Bloavezh krouidigezh 1872
Mare servij 1873 - 1945 (Stadoù-Unanet)
Niver produet War-dro 457.000
Pouez ha muzulioù
Pouez 1.048 gram
Hirder 330 mm
Perzhioù teknikel
Mont en-dro Revolver un ober
Endalc'h Taboulin 6 tenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D (skouerennoù kentañ), B (adalek an niverenn serienn 192.000 ha/pe gant ar meneg "SA" en niverenn)[1]
Kartouchennoù .45 ar Colt SAA hag ur voest kartouchennoù eus 1876

Ar Colt Single Action Army, anvet ivez SAA, Model P, M1873 pe Peacemaker (Peoc'haer) zo ur revolver un-ober savet e 1872 evit gouarnamant Stadoù-Unanet Amerika gant ar Colt's Patent Firearms Manufacturing Company (anvet bremañ Colt's Manufacturing Company). Arm-dorn standard an U.S. Army e voe eus 1873 betek 1892.

Poblek e voe ar Colt SAA e dibenn an XIXvet kantved e SUA e-mesk ar boliserien, an dorfedourien hag ar c'howboyed. Un arouez eo eus astenn ar vro war-zu ar c'hornôg. Meur a adstumm anezhañ a zo bet kinniget, e 30 kalibr disheñvel hag hirderioù kanol a bep seurt. Ur pezh dastumadeg eo deuet da vezañ ha gwerzhet e vez skouerennoù nevez gant an embregerezh Colt c'hoazh.[2]

E 2011 e voe dibabet ar Colt SAA evel arm ofisiel Arizona goude ur votadeg gant Sened ar Stad.[3]

Al Lt. Gen. George S. Patton Jr. gant e revolver Colt SAA

Implijerien vrudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zen brudet en deus implijet ar Colt SAA en istor, en o zouez :

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Le classement du Colt Modèle 1873 "Single Action", 01/09/2023 (lennet d'ar 06/03/2024)
  2. (en) Colt Single Action Army war lec'hienn an embregerezh Colt (lennet d'ar 06/03/2024)
  3. (en) Arizona gets an official state gun, 30/04/2011 (lennet d'ar 06/03/2024)
  4. (en) DOBUZINSKIS Alex, Wild ! Butch Cassidy's Gun draws $175,000 auction bid, embannet d'an 02/10/2012 (lennet d'ar 06/03/2024)
  5. (fr) RONDEAU Benoît, Les revolvers de Patton, 28/04/2018 (lennet d'ar 06/03/2024)
  6. (en) Pajenn an aktour war lec'hienn an IMFDB (lennet d'ar 06/03/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan