Emgann Little Bighorn
Eus Wikipedia
Emgann Little Bighorn zo un emgann a c'hoarvezas etre Indianed Amerika hag arme ar Stadoù-Unanet d'ar 25 ha d'ar 26 a viz Even 1876, e-kichen ar stêr Little Bighorn e Montana.
Diouzh tu an Amerindianed e oa meuriadoù Lakota ha Cheyenne o vrezeliñ asambles, pa oa ar 7vet rejimant marc'hegerezh diouzh tu an arme stadunanat.
An trec'h a yeas gant an Indianed, renet gant Sitting Bull, hag a bilas tud ar jeneral Custer.