Cielito lindo
Cielito lindo zo ur ganaouenn spagnolek brudet eus Mec'hiko, savet en XIXvet kantved. Skrivet e voe e 1882 gant Quirino Mendoza y Cortés, ur sonaozour mec'hikan. Un arouez eus Mec'hiko eo deuet da vout (evel Guantanamera evit Cuba), dreist-holl er broioù estren.
Kanerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Peurvuiañ e vez kanet gant ul laz mariachi, met kanet e vez gant an holl ganerien anvek e Mec'hiko evel Pedro Vargas pe Luis Aguilar.
Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Klevet e vez er film mec'hikan Los tres García, kanet gant Pedro Infante ([1]).
Melldroad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Evel arouez broadel e vez kanet seul wech ma vez skipailh broadel Mec'hiko o c'hoari, goude ma ne oar ket an holl ar werz en e hed.
Ar werz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Cielito Lindo a zo bet kanet gant Pedro Infante, Vicente Fernandez, Ana Gabriel ha kalz re all.
Coro
Coro
Coro
|
Estribillo
Estribillo
Estribillo
Estribillo
Estribillo
|
Lec'hanvadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meur a gêriadenn zo bet anvet en enor d'ar ganaouenn, ha kantadoù a straedoù e Mec'hiko[1] :
- Cielito Lindo, e Catazajá, Chiapas.
- Cielito Lindo Dos, e Maxcanú, Yucatán.
- Cielito Lindo Tres, e Hidalgotitlán, Veracruz.
- Cielito Lindo (El Tamaquich), e Ciudad Valles, San Luis Potosí.
- Cielito Lindo en Ensenada, Baja California.
Kanaouenn all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kanet gant Mariachi Vargas: [2]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Comunidades de Cielito Lindo en México (3 de julio de 2009).