Chubut (proviñs)
Chubut zo unan eus proviñsoù Arc'hantina, e rannvro Patagonia Arc'hantina . Enni emañ y Wladfa, ar vro annezet gant tud a orin eus Kembre, ha kembraegerien anezho.
Poblet eo Chubut gant 425.375 a dud (2001), en o zouez ez eus war-dro 25.000 a gembraegerien, en-dro da gêrioù Trelew ha Trevelin dreist-holl.
Kêrioù [kemmañ]
- Comodoro Rivadavia eo ar gêr vrasañ er c'hreisteiz, 125 000 a dud enni.
- Trelew eo ar gêr vrasañ en hanternoz, gant 93 386 a annezidi (2006).
- ha Rawson eo kêr-benn ar broviñs, hag enni 25 000 den hepken.
E-touez ar c'hêrioù all emañ Sarmiento, Esquel, Trevelin, Gaiman, Rada Tilly ha Porth Madryn.
Departamantoù [kemmañ]
15 departamant zo er stad:
Departamant (pennlec'h):
- Cushamen (Leleque)
- Escalante (Comodoro Rivadavia)
- Florentino Ameghino (Camarones)
- Futaleufú (Esquel)
- Gaiman (Gaiman)
- Gastre (Gastre)
- Languiñeo (Tecka)
- Mártires (Las Plumas)
- Paso de Indios (Paso de Indios)
- Rawson (Rawson)
- Río Senguerr (Alto Río Senguerr)
- Sarmiento (Sarmiento)
- Tehuelches (José de San Martín)
- Telsen (Telsen)
- Viedma (Puerto Madryn)
Liammoù diavaez [kemmañ]
|
|||
|
An 23 froviñs : Evit an distrito federal, klask Kêr Buenos Aires |