Trevelin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Trevelin e-kerzh ar goañv

Trevelin (Trevelín a vez skrivet a-wechoù gant spagnolegerien, Trefelin e vije e kembraeg) zo ur gêr e gwalarn Proviñs Chubut, en Arc'hantina er Wladfa, tost d'an harzoù gant Chile, e departamant Futaleufú. 516 km zo alese da Rawson, er reter, kêrbenn Chubut.


Poblañs[kemmañ]

4 856 a dud a oa o chom enni en 2001.

Douaroniezh[kemmañ]

E lodenn c'hleb Patagonia emañ.


Gerdarzh[kemmañ]

Un anv kembraek eo anv Trevelín, savet diwar ar gerioù tref (kêr)ha melin (milin), abalamour d'ar vilin gentañ , anvet "Los Andes", savet eno gant ar C'hembread John Daniel Evans e 1889.

Istor[kemmañ]

Kreizon Kembreiz Cwm Hyfryd e oa Trevelin, an draonienn anvet Valle 16 de Octubre e spagnoleg peogwir e voe krouet an drevadenn d'ar 16 a viz Here 1888.


E 1902, pa oa bec'h etre Arc'hantina ha Chile diwar-benn gouzout da be vro e oa an tolead, e voe mouezhiet gant tud Kembre, ar brasañ niver d'ar poent, a-du gant Arc'hantina.


Mirdi[kemmañ]

Er Museo Histórico Regional, diazezet e milin gozh John Evans, hag er Museo Cartref Taid e c'haller gwelout un toullad arrebeuri a oa d'ar miliner. Nepell emañ bez marc'h John Evans, Malacara (Dremm fall), a gollas e vuhez o lammat eus ur vri serzh e-kerzh un arsailh gant an Indianed.


Liammoù diavaez[kemmañ]