Christopher Paolini

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Christopher Paolini

Christopher Paolini zo ur skrivagner stadunanat ganet d'ar 17 a viz Du 1983 e Los Angeles.

Kas a reas e studioù er gêr a-raok en em lakaat da skrivañ e levr kentañ : Eragon. Hemañ a voe embannet da gentañ gant Paolini International LLC, dalc'het gant tad Christopher. E 2003 e voe moullet un eil embannadenn gant Knopf ha berzh a reas buan.

Oberenn[kemmañ]

Heuliad Inheritance Cycle :

  • Eragon, 2002
  • Eldest, 2005
  • Brisingr, 2008
  • Inheritance, 2011