Christoph Probst

Eus Wikipedia

Christoph Probst, bet ganet d'ar 6 a viz Du 1919, a oa studier war ar medisinerezh e-pad an eil Brezel Bed. E-pad e yaouankiz e kejas gant Alexander Schmorell, ha goude-se gant Hans Scholl ha Willy Graff e skol-veur medisinerezh München. Dimezet e oa, ha tri bugel en doe.

Unan eus izili an emsav alaman enepnazi Ar Rozenn Wenn (alamaneg : die Weiße Rose) e voe. Harzet e voe d'an 20 a viz C'hwevrer 1943. E-pad ma oa toullbac'het e c'houlennas bezañ badezet, kemmañ a reas kredenn hag e teuas da vezañ katolik. Kondaonet ha dibennet e voe er memes deiz ha Hans ha Sophie Scholl, d'an 22 a viz C'hwevrer 1943.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]