Sophie Scholl

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Hans Scholl, Sophie Scholl, ha Christoph Probst, a voe dibennet dre an abeg ma o doa kemeret perzh er Rozenn Wenn , un aozadur da stourm a-benep an Naziouriezh en Alamagn.


Sophie Scholl (ganet d'an 9 Mae 1921 e Forchtenberg, Alamagn - ha marvet d'an 22 C'hwevrer 1943 e Munich, Alamagn) a oa ur stourmerez politikel alaman e-pad an Eil Brezel Bed, hag unan eus pennoù ar Rozenn Wenn (Die Weiße Rose).

Buhez[kemmañ]

Poltred Sophie Scholl war un timbr alaman.


Evel an holl re yaouank e voe ret dezhi kemer perzh e kevredigezhioù yaouankiz. Gouzañv a rae dre ma veze krennet war ar frankiz, da soñjal ha da gaout ur relijion. War-lerc'h he bachelouriezh e 1940 ez eas da ziwallerez bugale. Goude ma oa difennet kaout levrioù e « servijoù all labour » hag er « servij skoazell » e teuas a-benn, en 1940-41, da virout Soñjezonoù sant Aogustin. Derc'hel soñj a reas eus ar frazenn :« Krouet omp bet ganit evit ma'z aimp davedout, hag ankeniet eo hon c'halonoù, ken na ziskuizho ennout » [1]. Goude-se e stagas gant studioù bevoniezh ha prederouriezh e miz Mae 1942 eMünchen.

Abalamour d'he deskadurezh katolik, d'an enebiezh krenn embannet gant he zad ouzh an naziouriezh, da skiant-prenañ he breur, soudard ha studier war ar vezegiezh, ha goude klañvgarrour en ospitalioù talbenn ar Reter, test eus ar varbariezh nazi e-keñver ar yuzevien hag ar rused, e tigoras he daoulagad war stad Alamagn.

Adalek miz Mezheven 1942 en em vode gant he breur Hans ha Carl Muth hag o sikour a reas da embann ha da skignañ traktoù a-enep d'ar renad nazi ha d'ar brezel. Teurel traktoù a reas e porzh diabarzh skol-beur München ha diskuliet e voe d'ar Gestapo gant porzhier ar skol-veur. Harzet e voe Sophie hag he breur d'an 18 a viz C'hwevrer 1943 ha kaset dirak ar Volksgerichtshof (Lezvarn ar Bobl). Kondaonet e voe d'ar marv goude ur vreutadeg teir eurvezh hepken.

Dibennet e voe d'an 22 a viz C'hwevrer 1943 e München daoust d'al lezenn a embanne splann e ranked gortoz 99 deiz a-raok lakaat un den d'ar marv goude bout kondaonet. Kalonek e tiskouezas bezañ en deiz--se hervez testeni gwarded an toull-bac'h.

Beziet e voe er vered damdost da goadeg Perlach, e-kichen he breur Hans ha Christoph Probst, lazhet en deiz-se end-eeun.

Un toullad deizioù war-lerc'h he marv e voe kanet meuleudi dezhi gant Thomas Mann er BBC.

Abaoe o marv[kemmañ]

Pa gouezhas ar voger en 1989 e voe digoret an dielloù kozh er vro a oa bet Alamagn ar Reter ha kavet e voe danevellskridoù ar Gestapo eus abadennoù goulennata an daou yaouank.

En Alamagn ez eus bet lakaet un toullad mat a skolioù en anv Sophie ha Hans Scholl.

Ur priz lennegel zo ivez en o anv en Alamagn.

Hag ouzhpenn[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Inge Scholl, La Rose blanche, éditions de Minuit, p 48

Levrioù[kemmañ]

  • Didier Chauvet, Sophie Scholl, une résistante allemande face au nazisme, L'Harmattan, 2004 ;
  • Inge Scholl, La Rose Blanche. Six Allemands contre le nazisme, Minuit, 2001. C'hoar Sophie ha Hans eo Inge.
  • Carole Bitoune, La révolte au féminin, Hugo et Cie, 2007.

Film[kemmañ]

Liamm diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.