Alexander Schmorell

Eus Wikipedia
Alexander Schmorell

Alexander Schmorell a oa ur stourmer enepnazi alaman, ezel eus strollad ar Rozenn Wenn (alamaneg : die Weiße Rose), bet ganet d'ar 16 a viz Gwengolo 1917 en Orenburg (Rusia), ha dibennet d'an 13 a viz Gouere 1943 e toull-bac'h Stadelheim (München).

Kejañ a reas gant Hans Scholl e-keit ma oa o studiañ e München e-pad ar goañv 1940. Asambles e savjont pevar zrakt kentañ ar Rozenn Wenn.

E miz Kerzu 1942 ez eas e darempred gant ar c'helenner Kurt Huber. E miz Genver 1943 e skrivas pempvet trakt ar Rozenn Wenn, anvet "Galv d'an holl Alamaned". "Frankiz" pe c'hoazh "Hitler d'an traoñ" a skrivas ouzh mogerioù savadurioù München.

D'ar 24 a viz C'hwevrer 1943 e voe harzet, barnet d'an 19 a viz Ebrel gant ar Volksgerichtshof (lez-varn ar bobl) e-pad Eil prosez ar Rozenn Wenn. Lakaet d'ar marv dre ar Guillotine d'an 13 a viz Gouere gant Kurt Huber e Toull-bac'h Stadelheim.