Chapel Itron Varia Kilinenn

Eus Wikipedia
Chapel Itron Varia Kilinenn
chapel
StadFrañs Kemmañ
E tiriadLandrevarzeg Kemmañ
Lec'hKilinenn Kemmañ
EskoptiEskopti Kemper ha Leon Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°4′45″N 4°3′58″W Kemmañ
Giz savouriezhArkitektouriezh c'hotek Kemmañ
Statud gladelmonumant istorel rummet Kemmañ
Map

Chapel Kilinenn zo lec'hiet e kêriadenn Kilinenn, e kumun Landrevarzeg, e Kerne, e departamant Penn-ar-Bed.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar chapel-mañ, stumm un "L" ganti, a zo bet savet e daou brantad distag: tro-dro da 1450 evit an nev hag he adnev hag un nebeud bloavezhioù diwezhatoc'h evit ar c'heur hag ar groazenn norzh, bolzet o-daou, bet echuet tro-dro da 1480. Ar c'hloc'hdi bihan a-vremañ, savet e 1868, en deus kemeret plas an hini kentañ a oa lec'hiet etre an nev hag ar c'heur.

Gwallgaset e oa bet gant korventenn ar 15 a viz Here 1987, hag adaozet an doenn e 1990. Etre 2013 ha 2017 avat ez eus bet ur mell chanter evit echuiñ lakaat ar savadur a-bezh e stad vat. Adkavet zo bet evel-se freskoù eus ar XVIIvet kantved a oa kuzhet betek neuze dindan ur gwiskad raz. Gwennaet eo bet ar mogerioù, ar pezh a lakaa kalz muioc'h an delwennoù kaer eus ar XVIvet kantved hag ar sablezennoù war wel. Tresadenn ur rod a vuhez, ral en ilizoù, a zo ivez da welet. Ar gwer livet, krouet gant Antoine Le Bihan, a ro d'ar savadur ur sklerijenn seder.

Arkitektouriezh an diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar porzh

An iliz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arkitektouriezh an diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Steuñv
Ar chantele
Delwennoù hag arrebeurri

Ar chapel he deus kalz a zelwennoù, en e zouez re Sant Kadog, Sant Sebastian, Sant Rok, Sant Wenole, ar Werc'hez kurunet gant ar Mabig Jezuz, ur strollad delwennoù "Sant Erwann etre ar paour hag ar pinvidig" hag an hini "Diskenn ar Groaz".

Ar c'halvar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'halvar, savet er XVvet kantved, a zo dreistordinal evit meur a abeg. Kempennet eo bet penn-kil ha troad e 2018. Seul aesoc'h eo bremañ evit anavezout pep hini eus ar 12 abostol diskouezet deomp war ur sichenn tric'hornek. Ur pieta, ar merc'hed santel, Mari ha Yann, an daou laer hag er fin ar C'hrist war ar groaz a ziskouez un hollad o sevel war-zu an neñv.

Ar feunteun a zeoliezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un hanter-kant métro diouzh ar chapel, war-zu ar biz, ez eus un delwenn nevez kizellet eus I.V. Kilinenn. Da bareañ ar vugale seizet ha poan ganto o teskiñ bale e vez pedet.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.