Cenaculum
Eus Wikipedia
An ti e Jeruzalem a vez diskouezet evel cenaculum Jezuz.
Ar cenaculum (ger latin), pe cenacolo hervez an italianeg, al lec'h ma vez debret koan, pe koanlec'h, eo anv al lec'h, e Jeruzalem, ma lavarer e tebras Jezuz e goan diwezhañ gant e ebestel, a-raok bezañ lakaet d'ar marv war ar groaz.
El lec'h-se ivez en em vodas an ebestel goude Pask, hervez Aviel Yann, ha ma edont da zeiz ar Pantekost hervez Oberoù an Ebestel.