Cabo da Roca

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Cabo da Roca, beg-douar kornôkañ lodenn gevandirel Europa.

Cabo da Roca (Beg ar Roc'h e brezhoneg) zo ur beg-douar e Portugal hag ar beg-douar pellañ er c’hornôg e lodenn gevandirel Europa hag el Ledenez iberek ivez evel-just. Gant Romaned an Henamzer e veze anvet Promontorium Magnum (beg-douar meur) hag er Grennamzer e oa anavezet evel la Roca de Lisboa.

Emañ e distrig Lisbon, 40 km diouzh ar gêr-benn, en ur park natur anvet « Parque Natural de Sintra-Cascais ». Sevel a ra ar beg-douar ur 140 metr bennak a-us live ar mor. Warnañ ez eus un tour-tan hag ur stal evit an douristed a zeu di a-leizh.

Gwelet ivez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.