Cabo Fisterra

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Cabo Fisterra

Cabo Fisterra zo ur beg-douar 3 km hed hag un uhelenn e greunvaen hag a sav betek 600 m a-us d'ar Meurvor Atlantel, e Fisterra, e proviñs A Coruña e Galiza. Ul lec'h brudet eo, hag un arouez eus ar vro.

Taolenn

[kemmañ] Gerdarzh

Dont a ra an anv eus al latin Finis Terræ, “penn ar bed”, un anv a vagas meur a vojenn.

[kemmañ] Kornokañ

Koulskoude, n'eo ket ar beg-douar pellañ er c'hornôg en Europa, rak Cabo da Roca, e Portugal, an hini eo; n'eo ket an hini pellañ e Galiza nag e Spagn ivez, rak Cabo Touriñán an hini eo.

Kartenn eus Cabo Fisterra

Hervez skridoù zo e vije ar memes lec'h evel Promontorio Nerio an douaroniourien roman, met lod a gav dezho eo en Ara Solis emañ, ma veze azeulet an heol.

Un tour-tan zo, savet e 1853, 17 metrad uhelder dezhañ, hag ar gouloù anezhañ, a zo 143 metrad a-us d'ar mor, a daol sklêrijenn war-hed 30 milmor.

[kemmañ] Emgannoù e Cabo Fisterra

Tour-tan Cabo Fisterra.

Tri emgann war vor zo bet etre Saoz ha Gall hag a zo anavet evel Emgann Cabo Fisterra.

[kemmañ] Peñse

Er-maez d'ar beg-douar-se eo e c'hoarvezas peñse al lestr Prestige.

[kemmañ] Skeudennoù


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Gwelout ivez : Skeudennaoueg Fisterra
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all