CCI (munisionoù)

Eus Wikipedia
Logo CCI.

CCI (Cascade Cartridge Inc.), diazezet e Lewiston, Idaho (Stadoù-Unanet Amerika), a zo un embregerezh hag a brodu munisionoù armoù-tan hiniennel hag emorsoù evit adkargañ anezhe. Krouet e oa bet e deroù ar bloavezhioù 1950. Perzh eo bremañ eus ar bodad merkoù The Kinetic Group renet gant ar strollad Vista Outdoor, a zo ivez perc'henn war ar merkoù munisionoù Federal ha Remington.

Produioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

CCI he doa krouet ar munision Mini-mag kentañ e 1963. Savet e oa bet ganti e 1975 ar Stinger, ur gartouchenn .22 Long Rifle prim-tre e-touez ar re c'halloudusañ er c'halibr-se. Anavezet mat eo ar merk e bed ar sportoù tennañ hag implijet e vez he munisionoù gant meur a gleub tennañ.

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan