C'hoarigan
Eus Wikipedia
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Ur c'hoarigan, pe opera en italianeg hag e meur a yezh, zo ur seurt pezh-c'hoari kanet hag eilet gant abadennoù sonerezh. Al levrig (libretto en italianeg) a vez graet eus testenn ar c'hoari. Meur a elfennc'hoariva a c'hell bezañ dispaket e-doug ur c'hoarigan : prantadoù komzet, darvoudoù ha donedigezhioù, luskadoù traezennoù, trouzioù, dañs hag all.
Peurliesañ e vez c'hoariet ar c'hoariganoù e c'hoarigandioù (operaoù a vez graet anezho ivez).
Ul laz-seniñ hag ul laz-koroll a c'hell bezañ staliet enno. Koulskoude e vez c'hoariet ar c'hoariganoù er c'hoarivaoù bras ivez, pe dindan an amzer zoken pa vez tu.
Brudet eo ar c'hoariganoù italianek, re Giuseppe Verdi dreist-holl, ha re alamanek Richard Wagner.