Buenos Aires (proviñs)
Proviñs Buenos Aires zo unan eus proviñsoù Arc'hantina, hag ar vrasañ, ar binvidikañ, hag an hini enni ar muiañ a dud, gant 13 827 203 annezad e 2001. Gant se eo hounnezh he deus ar muiañ a bouez. La Plata eo ar gêrbenn anezhi, ha 729 221 a dud enni. Kêr Buenos Aires, kêr emren ha distrito federal , n'emañ ket e Proviñs Buenos Aires.
Douaroniezh [kemmañ]
Emañ er rannvro kreiz-reter, hag en hanternoz dezhi emañ proviñsoù Entre Ríos ha Santa Fe, er c'huzh-heol re Córdoba, La Pampa ha Río Negro, er c'hreisteiz hag er reter ar Meurvor Atlantel, hag er biz hini Río de la Plata. Evel un enezenn enni emañ kêr Buenos Aires, a zo bet distaget diouzh ar broviñs e 1880.
Liammoù diavaez [kemmañ]
- Kartenn Proviñs Buenos Aires
- Istor berr ar partidos
- Proviñs Buenos Aires
- A-zivout Arc'hantina ha Buenos Aires
- Dizoleiñ Buenos Aires...
- : gwel dre loarell eus de Buenos Aires
|
|||
|
An 23 froviñs : Evit an distrito federal, klask Kêr Buenos Aires |