Broc'h-fri-togn
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Mustelidae | ||||
| Genad : | Arctonyx | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Arctonyx collaris Cuvier, 1825 |
|||||
|
|||||
Ar broc'h-fri-togn (Arctonyx collaris) a zo ur bronneg eus kerentiad ar mustelideged.
Krenndev eo e gorf (war-dro 70 cm), gell e vlevenn ha gwenn e c'houzoug. Tennañ a ra e fri da hini ar pemoc'h. Bihanoc'h eo eget ar broc'h ha kreñvoc'h eo skilfoù e bavioù a-raok. Gallout a ra bevañ 13 bloavezh en ur gwarezva.
E koadegoù glaviek gevred Azia e vev ar broc'h-fri-togn. Daoust dezhañ bezañ rummataet en urzhiad ar c'higdebrerien eo un hollzebrer. Debriñ a ra anevaled bihan, frouezh ha gwrizioù. Oberiant eo diouzh an noz dreist-holl.
Isspesadoù [kemmañ]
C'hwec'h isspesad a anavezer:
- A. c. collaris -- Sikkim, Bhoutan hag Assam
- A. c. dictator -- Thailand, Vietnam ha norzh Myanmar
- A. c. hoevi -- Sumatra
- A. c. leucolaemus -- Norzh Sina
- A. c. albugularis -- Su Sina
- A. c. consul -- Su Assam ha Myanmar