Brezel ar Meurvor Habask (1879-1883)

Eus Wikipedia
Brezel ar Meurvor Habask
brezel
Anvet diwarMeurvor Habask, saltpeter, centavo Kemmañ
StadPerou, Bolivia, Chile Kemmañ
Lec'hPerou, Bolivia Kemmañ
Deiziad5 Ebr 1879 Kemmañ
Deiziad kregiñ5 Ebr 1879 Kemmañ
Deiziad echuiñ4 Ebr 1884 Kemmañ
PerzhiadPerou, Bolivia, Chile Kemmañ
Order of battleQ30904822, Q48781628 Kemmañ


Kartenn a ziskouez ar cheñchamantoù harzoù goude ar brezel

Brezel ar Meurvor Habask (e spagnoleg La Guerra del Pacífico, pe La Guerra del Guano y Salitre) zo ur brezel a darzhas e kornôg Suamerika e 1879 hag a badas betek 1883. Brezel a voe etre Chile hag armeoù Bolivia ha Perou. Daoust da gevredadenn an teir bro er brezel a-enep Bro-Spagn e savas buan tabut diwar-benn ar proviñsoù ma oa puilh ar c'hailh enno e Peroù (rannvro Tarapacá, Tacna, hag Arica), hag e Bolivia (proviñs Antofagasta). An embregerezhioù chilean, korvoet gante gweleadoù ar c'hornadoù-se, a oa gourdrouzet o mad pa oa broadelet holl vengleuzioù nitrat Tarapaca gant Bro-Berou, ha pa savas Bolivia un tell 10 % war nitrat Antofagasta hag ar gompagnunezh hent-houarn. Atizet e voe ar brezel gant un tabut etre Chile ha Bolivia diwar-benn ul lodenn eus gouelec'h Atacama.

Deroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregiñ a reas ar brezel d'ar 14 a viz C'hwevrer 1879 pa voe kemeret porzh ha kêr Antofagasta gant an arme chilean, goude gourdrouz Bolivia da lemel perc'henniezh kompagnunezh nitrat chilean Antofagasta. Perou a glaskas mont da dredeog, met pa zisklêrias Bolivia e oa e stad a vrezel e trenkas an traoù. Bolivia a c'houlennas digant Perou he skoazellañ hervez an emglev kendifenn etre Perou ha Bolivia, tra ma c'houlenne Chile e tisklêirfe Perou diouzhtu e oa neptu. D'ar 5 a viz Ebrel, goude eneberezh Perou ouzh ar goulenn-se, e tisklêrias Chile ar brezel d'an div vroad.

Ar brezel eus an holen-moger-se a badas pemp bloaz e tachennoù disheñvel evel Gouelec'h Atacama, gouelec'hioù Perou ha broioù meneziek. Kentañ emgann ar brezel e voe emgann Topáter. E-doug ar pep brasañ eus ar bloavezh kentañ he doe ar brezel war vor ar pouez brasañ, rak Chile a stourme da sevel un hent mor da adpourveziñ he soudarded er gouelec'h sec'hañ er bed. Gant morlu Perou ez eas an tu kreñv da gentañ met trec'h e voe morlu Chile. Da c'houde e trec'has Chile armeoù Bolivia ha Perou, sterniet fall. Faezhet e voe Bolivia penn-da-benn en emgann Tacna d'ar 26 a viz Mae 1880 ha rediet da gilañ. Arme Perou a voe trec'het en emgann Arica d'ar 7 a viz Mezheven.

Fin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ergerzhadenn an arme chilean war an douar a echuas e 1881, gant kemeredigezh Lima gant Chile. Dont a reas neuze ar brezel da vezañ ur guerrilla renet gant dilerc'hioù arme Peroù ha siviled. Berzh a-walc'h a reas stourmadenn ar Breña da herzel ouzh Chile met ne cheñchas ket disoc'h ar brezel. Goude faezhidigezh Perou en emgann Huamachuco e sinas Chile ha Perou skrid-emglev Ancón d'an 20 a viz Here 1883. Bolivia a sinas un dreverzh gant Chile e 1884.

Chile a c'hounezas tammoù eus Perou (Tarapacá), arvor Bolivia (ar pezh a bellae Bolivia diouzh ar mor), hag e talc'has e-pad ur prantad proviñsoù Tacna hag Arica. E 1904 e sinas Chile ha Bolivia un "emglev peoc'h ha mignoniezh" a ziazeze o harzoù da viken. Gwashaat a reas an darempredoù etre Chile ha Perou pa ne voe ket dalc'het mouezhiadeg-pobl 1893 da zivizout tonkad proviñsoù Arica ha Tacna. Da c'houde un trevadennadur eus an takadoù-se hag ur chileanekadur feuls e oa torret an darempredoù etre an div vro e 1911. Treuzvarc'had Tacna–Arica e 1929 a roas Arica da Chile ha Tacna da Berou, met ne lakas ket an digarantez da baouez etreze. Seul wech ma sav kudennoù nevez etre an div vro e vez kaoz adarre eus ar brezel-se.


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]