Brazzaville
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Brazzaville eo kêr-benn ha kêr vrasañ Republik Kongo. 1.326.975 a annezidi a oa enni e 2006, kement hag un drederenn eus poblañs Republik Kongo. Emañ war lez dehou ar stêr Kongo, a-dal da gKinshasa, kêr-benn Republik Demokratel Kongo.
Krouet e voe kêr e-kichen Nkuna, e 1880, gant Pierre Savorgnan de Brazza, ur Gall en deus ergerzhet ar c’hontre hag en deus lezet e anv gant ar gêr nevez. Dont a reas Brazzaville da vezañ kêr-benn Kongo c’hall ha, goude 1910, kêr-benn Afrika Geheredel C'hall. E 1960 e teuas da vezañ kêr-benn ar stad dizalc’h nevez anvet Republik Kongo.
Gevellet eo gant :


