Braveheart (film, 1995)
Braveheart a zo ur film istorel, brezel ha drama stadunanat, sevenet ha c'hoariet gant Mel Gibson, deuet er-maez e 1995. Kontañ a ra buhez William Wallace, ur brogarour ha brezelour skos eus an XIIIvet kantved hag a oa e penn Skosiz e-pad ar brezel a-enep ar roue saoz Edouarzh Iañ.
Ar film en deus gounezet pemp Oscar da-geñver 68vet gouel an Oscar : gwellañ skeudenn, gwellañ pintañ, gwellañ film, gwellañ frammañ ar son ha gwellañ sevener.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E fin an XIIIvet kantved e teu a-benn Edouarzh Iañ da aloubiñ Rouantelezh Bro-Skos hag e laka e holl nerzh evit mestroniañ e vro nevez dre heg. Daoust m'eo bet lazhet e dad gant ar Saozon e fell da William Wallace ren ur vuhez sioul asambles gant e wreg, Murron. Met cheñch soñj a reas pa voe drouklazhet honnezh evit bezañ skoet gant ur soudard. E penn an emsav e vo William Wallace diwar neuze...
Evezhiadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Advouezhiet e oa bet ar film e brezhoneg e 2011 gant Dizale ha skignet war Tébéo, TébéSud ha TV Rennes 35[1].
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sevener : Mel Gibson,
- Skrid-aozañ : Randall Wallace,
- Ti-produiñ : Icon Productions,
- Kevredad dasparzhañ : Paramount Pictures (Norzhamerika), 20th Century Fox (etrebroadel),
- Sonerezh : James Horner,
- Padelezh : 177 munutenn,
- Deiziad dont er-maez : 24 a viz Mae 1995.
Komedianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mel Gibson : William Wallace (stumm e brezhoneg : Tangi Daniel),
- Sophie Marceau : Isabelle a Frañs (stumm e brezhoneg : Nolwenn Korbell),
- Patrick McGoohan : Roue Edouard (stumm e brezhoneg : Jil Penneg),
- Angus Macfadyen : Robert the Bruce (stumm e brezhoneg : Riwal Kermareg),
- Catherine McCormack : Murron MacClannough (stumm e brezhoneg : Aziliz Bourges),
- James Cosmo : Campbell (stumm e brezhoneg : Tony Foricheur),
- Jeanne Marine : Nicolette (stumm e brezhoneg : Goulwena an Henaff),
- Brendan Gleeson : Hamish (stumm e brezhoneg : Yann-Herle Gourvès),
- David O'Hara : Stephen a vro Iwerzhon (stumm e brezhoneg : Manu Mehu),
- Peter Hanly : Priñs Edouard (stumm e brezhoneg : Gentaz ar Buhé),
- Seán McGinley : MacClannough (stumm e brezhoneg : Sten Charbonneau),
- Brian Cox : Argyle Wallace (stumm e brezhoneg : Jakez André),
- Sean Lawlor : Malcolm Wallace (stumm e brezhoneg : Yann-Edern Jourdan),
- Stephen Billington : Phillip (stumm e brezhoneg : Iwan Benoist),
- Alun Armstrong : Mornay (stumm e brezhoneg : Stefan Moal),
- John Murtagh : Lochlan (stumm e brezhoneg : Loic de Chateaubriant),
- Tommy Flanagan : Morrison (stumm e brezhoneg : Klet Beyer),
- Donal Gibson : Stewart (stumm e brezhoneg : Didier Dreo),
- Malcolm Tierney : Magistrate (stumm e brezhoneg : Mark Gwilliou),
- Gerda Stevenson : Mamm McClannough (stumm e brezhoneg : Marion Gwen),
- Daniel Coll : Kabiten (stumm e brezhoneg : Dom Duff),
- Paul Tucker : Kabiten saoz (stumm e brezhoneg : Tomaz Kloareg),
- Jer O'Leary : Kabiten saoz 2 (stumm e brezhoneg : Herve Korbell),
- Derek Pykett : Brezelour (stumm e brezhoneg : Fulup Plouzane).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ http://www.letelegramme.fr/ig/generales/regions/finistere/breton-braveheart-en-prime-time-sur-tebeo-21-04-2011-1276006.php?utm_source=rss_telegramme&utm_medium=rss&utm_campaign=rss&xtor=tag
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Braveheart war IMDb