Sten Charbonneau

Eus Wikipedia
Sten Charbonneau
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanSten Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Mae 1957 Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, galleg, saozneg Kemmañ
Michertroer Kemmañ

Sten Charbonneau, ganet d'an 30 a viz Mae 1957, zo jubennour, troour, saver hag embanner c'hoarioù brezhonek[1].

Animatour skingomz brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Ebrel 1986 e oa bet savet ur staj radio gant Bernez Rouz, kazetenner e RBO-RBI, ha pedet Marie Madeg, Muriel ar Morvan, Soaz an Eostig, Tepod Gwilhamod, François Louis ha Sten Charbonneau da zeskiñ ar vicher radio. E miz Even e oa bet galvet Sten Charbonneau da erlec'hiañ Bernez Grall, kazetenner, evit ur pennad amzer. E miz Eost en doa graet war-dro abadenn Remi Derrien Bonjour Village gant e geneil François Louis. Goude meur a erlec'hiadenn er skipailh kazetennerien, en doa tapet an abadenn-noz a veze kaset da benn gant Loeiz Gwilhamod betek neuze. Savet Ar Seizh Amzer, a badas betek miz Mae 1995[2]. Brudet eo bet tonioù-kinnig an abadenn an hini kentañ bet savet a-ratozh gant Jacky Molard, Jean-Michel Veillon ha Soig Sibiril : "Just around the window" https://www.youtube.com/watch?v=S65Gjv8WQu4&list=PLQMZD0e8YHDL3xA1_oIX_JyLSjYQMRq--, an eil gant Bleizi Ruz, an trede gant Red Cardell. En INA e kaver dielloù e enrolladennoù, ha fiziet int bet e Dastum evit ma vefent niverellet.

Embanner Bemdez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1990 en deus savet ar gevredigezh Bemdez gant Armel Morgant, Yvette Cabellic ha Christine Heranval. Meur a gasedig kontadennoù evit ar vugale zo bet enrollet, gant mouezhioù tud vrudet : Per-Jakez Helias, Remi Derrien, Patrik Ewen, Mona Jaouen, Martial Menard, Yann-Fulup Dupuy, Lilianne Thoraval, Maryvonne Berthou, Guy Berthou, Jakez ar Born, ha fleüt Jean-Michel Veillon.

  • Ar bisig Kollet + Keneiled Vat
  • Gouel al Lapined + Ar Vorzennig
  • Olf, Nita hag Avel ar C'hreisteiz + Ar Veilh Vurzhudus[3]
  • Fantig + Ar Soner hag ar Razhed
  • Istorioù Rozenn ha Fañch al Laer, skrivet gant Maryvonne Berthou
  • An den a blante gwez, diwar Jean Giono, troet gant Garmenig Ihuellou

Adembannet eo bet ar c'hontadennoù-se gant TES, Ti-Embann ar Skolioù, etre 2001 ha 2012

Kelenner saozneg ha brezhoneg e lise ha skolaj Diwan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jubennour, troour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jubennour abaoe 1998, pedet e vez da dreiñ diwar ar Brezhoneg prezegennoù e-doug emvodoù Kuzul Sevenadurel Breizh, Prizioù Frañs 3, Saloñs Levrioù Karaez ha Gwenrann, Stumdi, Ofis ar Brezhoneg, Mervent, Divskouarn, Babigoù Breizh, Gouel Etrekeltiek an Oriant, Kendalc’h Keltiek Etrevroadel, Celtic Students Conference ...


Abaoe 2022 e vez aotreet izili Kuzul Rannvro Breizh da gaozeal e yezhoù Breizh da geñver an estezioù meur, a-drugarez da daou jubennour, unan evit ar Gallaoueg, Vincent Geoffroy, jubennet ar Brezhoneg gant Sten Charbonneau.

https://www.letelegramme.fr/bretagne/au-conseil-regional-le-breton-desormais-traduit-en-simultane-video-07-04-2022-12977391.php

https://www.20minutes.fr/societe/3266811-20220407-bretagne-breton-gallo-enfin-place-conseil-regional

https://www.societetraduction.fr/pour-tout-savoir-sur-la-traduction-du-breton/

Levrioù troet e brezhoneg

  • Jacqueline Cohen, Evelyne Reberg ha Bernadette Després,
  • Christelle Le Guen, Ujenn - Un hunvre n'eo ken ?, Millefeuille, 2016
  • Gondolo, Millefeuille 2015
  • Erwan hag ar Vorganez, Roñfled, ti-embann Dodo Vole
  • Erwan Bargain Lizhiri an hunvreoù, ti-embann Le Pré du Plain[5]
  • Kanaouennoù Polig Montjarret, ti-embann Mignoned Polig Montjarret ha Dastum
  • Hi 'ni eo, Molière, An Amzer 2020
  • Breizh da vare ar rouaned, Emb Coop Breizh 2019
  • "Krampouezh ha galetez e Breizh a-bezh", Emb Coop Breizh, 2020

Saver, embanner, animatour c'hoarioù brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2011 e oa bet kinniget dezhañ kuitaat ar c'helenn evit mont da heul ur raktres micherel nevez : sevel un ti-embann c'hoarioù pedagogel. Aplud[6]. Gant labour Kristin Marichal eo bet embannet 4 c'hoari, 2 e 2014, Klask ar Ger ha Din an Dorn, c'hoarioù evit ar familhoù, pe an deskarded war ar yezh. Kinniget eo bet "Klask ar Ger" war Radio Kreiz-Breizh, war atiz Marie-Laure Groix[7]. E 2016 e oa bet embannet N'out ket Barzh, hag e 2018 Lamha Sios, doare "Din an Dorn" e gouezeleg Iwerzhon, gant troidigezh hag azasaat Ruth Lysaght[8].

E 2022 eo deuet er-maez Dousigoù, ur c'hoari evit ober anaoudegezh, diazezet war enklaskoù psikologel ha taolioù-arnod bet amprouet dre ar bed a-bezh.

Sevel a ra div bajennad c'hoarioù er gelaouenn #brezhoneg, kelaouenn evit an deskarded embannet gant Skol an Emsav[9].

Kinniget en deus c'hoarioù yezh (Silañ ar Ger, N'out ket Barzh, Klask ar Ger) war ar chadenn Brezhoweb https://www.brezhoweb.bzh/Hoariou-yezh-sten_294.html, hag an heuliadenn "C'hoari ha Deskiñ"[10]

Gant izili nevez ar gevredigezh Bemdez (Yann Gourvil, Simone Alves, Ifig Jiquel) ez eus bet embannet c'hoarioù nevez : Diwar-Dizh https://web.archive.org/web/20221124100441/https://aplud.bzh/br/choariou/diwar-dizh/ ha Dousigoù https://web.archive.org/web/20221124100448/https://aplud.bzh/br/choariou/dousigou/.

Abaoe miz Gwengolo eo paeron stajidi Stumdi evit ar bloaz 2022-2023 https://stumdi.bzh/bzh/keleier/sten-charbonneau-paeron-nevez-stumdi/

Kenlabour gant Astrakan Project[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe 2014 emañ e darempred gant Astakan Project, Simone Alves ha Yann Gourvil, evit treiñ pe sevel pozioù sonioù sonet ganto. E 2018 e oa deuet er-maez "Inês",ul levr-CD diwar-benn istor karantez, buhez ha marv Inês de Castro, rouanez Portugal[11].

E 2020, da vare ar c'hognañ, e oa deuet ar soñj gant Astrakan Project adtapout son Kate Bush "Running up that hill". Lakaet eo bet e brezhoneg gant Sten Charbonneau, ha filmet un 40 den bennak eus ar bed a-bezh o vouskanañ ar pozioù : "Redek war ar run". E 2021 en deus kemeret perzh er son "Seizh Devezh", ur "protest song"[12]

Mouezh levrioù ha filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enrollet ez eus bet gantañ un toullad eus levrioù bet embannet gant Keit Vimp Bev[13].

https://www.youtube.com/watch?v=PWegC2TQvq0&list=PLSVwJlXhn4FMwjp35dIotqgKQ5GMLbqmh

Danevelloù ha kontadennoù zo bet enrollet evit Radio Kerne ha Radio Rivages[14].

Perzh en deus kemeret, gant ar gevredigezh Dizale, en eilmouezhiañ filmoù : Braveheart, Marion ar Faoued, An Afer Sezneg, Marc'h al Lorc'h, Short Cuts ha Café du Coin.

Houarner arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok dont da labourat er radio eo bet houarner arz a-vicher, ha dalc'het en doa ur c'hovel e Landelo[15]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]