Blues Explosion

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jon Spencer o seniñ gant The Blues Explosion e 2006

The Blues Explosion (John Spencer Blues Explosion berraet JSBX a-wezhioù, daet da vout "Blues Explosion") a zo ur strollad rock-blues a New York. Jon Spencer (kan, gitar), Judah Bauer (gitar) ha Russell Simins (taboulinoù) eo izili ar strollad-mañ.


Garv ha trouzus o sonerezh, un darzhadenn èl meneget e-barzh añv ar strollad, ur meskaj rock-noisy, rock'n roll, blues, soul, hip hop, get ur solo theremin (ur benveg get delezioù hag un tredanvaez a vez kemmet àr-bouez an daouarn é fichal e-tal dezhe, peadra da vouetaat un osilerez (neuennerez) a ra hag a gemm an notennoù sonerezh) ennañ ur wezh an amzer.

E-raok seniñ e-barzh The Jon Spencer Blues Explosion e oa bet Spencer e Pussy Galore ha Boss Hog. Nevez zo eo bet kemmet añv ar strollad da vBlues Explosion nemetken. Drevezañ Elvis a ra Spencer àr ar leurenn : setu soñj tud zo.

Eilet eo bet R.L. Burnside get Jon Spencer Blues Explosion en album "A Ass Pocket of Whisky".

Kenlabouret o deus ivez get Andre Williams (en doa kempennet "Acme").


Pladennoù[kemmañ]

Sonadegoù e Breizh[kemmañ]

Teir sonadeg a zo bet graet gant Blues Explosion e Breizh :

Liammoù diavaez[kemmañ]