Blanka av Namur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Blanka av Namur

Blanka av Namur, anavezet evel Blanche de Namur e galleg, ganet war-dro 1316 ha marvet e 1363, a oa ur briñsez eus Namur, (e kontelezh Namur d'an ampoent, e Belgia bremañ), a zeuas da vout rouanez Sveden ha rouanez Norge dre he dimeziñ.

He buhez[kemmañ]

Merc'h e oa da Yann Iañ Namur ha Mari Artez, a oa kar d'ar roue gall. He yaouankiz a dremenas e kastell Wynendaele, ti-annez konted Flandrez.

Magnus IV Eriksson, roue Norge ha roue Sveden, a droas pitilh gant kened ar briñsez yaouank p'edo war e hent da Vro-C'hall, o vont da glask ur pried.

Sveden[kemmañ]

Blanka av Namur, gant Albert Edelfelt.

Lestrañ a reas Blanka da vont da Lec'hlenn e miz Gwengolo 1335 ha ne welas ket he bro c'henidik ken, evel a zegouezhe peurliesañ gant ar priñsezed a zimeze da zivroidi.

D'an 24 a viz Mezheven, e Stockholm, e voe lakaet war he fenn kurunenn rouaned Norge, Sveden ha Skania. Bloaz goude e c'hanas ur mab, Erik XII Sveden.

Brud en doa he fried da vezañ troet gant ar baotred. Mignon e oa da Bengt Algotsson, Dug Finland, met n'eus prouenn ebet e oa muioc'h eget kamaradiezh etrezek. Plijout a rae an dug da Vranka ivez, ken e veze lavaret e oa serc'heg Bengt Algotsson d'ar roue ha d'ar rouanez a bep eil.

Bec'h a voe e-kerzh ren Magnus ha Blanka. O mab Erik a ziskaras e dad hag a gasas Sveden d'ar brezel a-enep Danmark. Mervel a reas en un doare kevrinus hag adkemeret e voe e gurunenn gant Magnus Eriksson. Hervez ur vojenn e vije bet kontammet Erik gant e vamm Blanka. E gwirionez e voe skoet gant ar vosenn zu, evel e wreg ha bugale.

Adalek 1359 edo o chom e Norge, e Kastell Tønsberg, ma rene e gevred ar vro.

E miz Ebrel 1363 e timezas he mab Håkon VI da Vargaret Iañ Danmark, merc'h da Valdemar IV Danmark. Kleñvel a reas Blanka prestik goude, ha mervel, he mab roue en he c'hichen. N'ouzer ket petra a oa kaoz d'he marv, na pelec'h e voe beziet.

Siell Blanka av Namur.

Notennoù[kemmañ]