Bettina Wulff

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bettina Wulff e 2010

Bettina Wulff (ganet Körner d'ar 25 a viz Here 1973 e Hannover) a zo gwreg Christian Wulff, bet prezidant Republik Alamagn. Se zo kaoz e voe-hi lakaet da vaouez pennañ ar vro etre an 2 a viz Gouere 2010 hag ar 17 a viz C'hwevrer 2012.

He buhez[kemmañ]

E Großburgwedel e kasas Bettina Wulff he buezh betek ma vefe dilennet he gwaz da brezidant. Etre 1993 ha 1998 e studias reoliñ ar media ha gwir ar media e skol-uhel ar c'hazetenniñ hag en enklaskoù kehenterezh e skol-sonerezh ha c'hoariva Hannover.

Etre 1998 ha 2000 e labouras evit a ajañs web Online Relations a-raok dont da vezañ prezourez kelaouiñ an embregerezh Continental ma chomas betek 2009. Goude-se e voe prezourez kelaouiñ Rossmann e-pad un nebeud mizioù.

E 2006 e kejas Bettina Wulff gant Christian Wulff ha dimeziñ a rejont e 2008. Er memes bloaz e voe ganet ur mab. Goude dilennidigezh he gwaz da brezidant Alamagn e tilezas e wreg he labour hag en em ouestlas e meur a gevredigezh a garitez. Maeronez diazezadur Eine Chance für Kinder eo, ha ivez hini Müttergenesungswerk. E penn kuzul rann alaman UNICEF emañ ivez.



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.