Bernie Sanders

Eus Wikipedia
Bernie Sanders

Bernard "Bernie Sanders", ganet e 1941 e Brooklyn (kêr New York), a zo ur politikour amerikan, ezel eus ar Strollad Demokratel, goude bezañ bet kontet e-touesk ar re zizalc'h. Senedour eo e Vermont. War ar renk emañ evit an dilennadegoù prezidant e caucus 2016.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yuzev eo ha ganet eo bet e Brooklyn e kêr New-York e-touesk ur familh yuzevien achkenaz eus Kreiz-Europa. Un darn mat eus familh e dud a zo bet lazhet e-pad ar Shoah. Sanders en deus lavaret e oa istor ar yuzevien e c'hoant da zont da bolitikour : "Ur paotr anvet Adolf Hitler en deus tapet ar maout e dilennadegoù zo e 1932. Tapet en deus ar maout ha 50 milion a dud a zo bet lazhet diwar-se en Eil Brezel Bed, 6 milion a Yuzevien en o zouesk. Desket 'm eus neuze evel bugel a oa pouezus-tre ar politikerezh evit gwir"[1]. Un deskadurezh laïk en deus bet met ivez un deskadurezh relijiel. Studiet en deus e Skol-Veur Chicago, e skiantoù politikel, e-lec'h m'en deus stourmet evit gwirioù ar re Zu. War-lerc'h en deus studiet e New-York, e New School for Social Research (Skol Nevez evit ar Enklaskoù Sokial), daoust ma lavar ne oa ket dedennet kalz gant e studioù.

Buhez politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Skol-Veur e Chicago e teuas da vezañ ezel ar Youth's People Socialist League, ur strollad evit ar sokialourien yaouank, hag e kemeras perzh el lusk evit ar gwirioù keodedel. E 1962 e aozad manifestadegoù a-enep politikerzh a-ziforc'hiñ Prezidant ar Skol-Veur, George Wells Beadle, o kaout tec'h goude 34 devezh a sit-in. Reiñ a rae ivez plegoù-dibleg a-enep feulster ar polis (a-raok kompren e vezent dastumet gant ar boliserien goude e dremen). Dont a reas da vanifestiñ e Washington e 1963 ha selaou a reas prezegenn Martin Luther King jr (I have a dream) ha kenderc'hel a reas e obererezhioù betek bezañ harzhet an hañv-se. Stourm a reas ivez evit ar peoc'h hag a e-enep ar brezelioù, dreist-holl hini ar Viet-Nam, hep klask laou gwezh ebet d'ar soudarded, kontrol da se e roas ur bern arc'hant da aozadurioù evit ar soudarded kozh.

Congressman” eo bet dilennet e Vermont e 1990 a-raok dont da vezañ senedour e 2006.

Soñjoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bernie Sanders a gemer alies demokratelezhioù Skandinavia evel skouer evit e bolitikerezh ha diwar-se e vez kemeret evel ur sokialour gant an tu Republikan. Eus tu an araokaourien emañ e-keñver gwirioù ar minorelezhioù (LGBT, merc'hed, ar re Zu...) hag ivez e-keñver Asurañs Sokial. Burutellet en deus politikerezh diavaez an SUA da vare Bush hag e-enep ar spiañ bras emañ.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "A guy named Adolf Hitler won an election in 1932. He won an election, and 50 million people died as a result of that election in World War II, including 6 million Jews. So what I learned as a little kid is that politics is, in fact, very important"

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.