Beg Penvilin

Eus Wikipedia
Beg Penvilin

Beg Penvilin (Pointe de Chémoulin e galleg) zo ur beg-douar en aber al Liger, e Sant-Mark, etre Pornizhan ha Sant-Nazer.

Chef-Moulin e oa stumm kozh an anv, hag e brezhoneg eo bet lakaet Penvilin[1].

War ar beg-douar ez eus ur semafor, savet e 1861. En donvor, dirak ar beg, emañ tour-tan ar C'halvez Meur, savet e 1887.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • D'an 2 a viz Mezheven 1745, Charles Edward Stuart (1720-1788), lesanvet Bonnie Prince Charlie, a lestras dre guzh en ur vag-pesketa e-kichen beg Penvilin, da vont da Vro-Skos.
  • D'an 21 a viz Du 1759 e voe graet peñse gant al lestr Juste, eus morlu ar roue Loeiz XVI, dirak beg Penvilin, goude m'en doa kemeret perzh en un emgann war vor gant ar Saozon e-kichen tour-tan ar C'hardenn Vras.
  • D'ar 17 a viz Mezheven 1940 ez eas al lestr saoz Lancastria d'ar strad, dirak beg Penvilin, goude bezañ bombezet gant nijerezioù alaman.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. gant Ofis ar Brezhoneg, evit ar gartenn-hent embannet gant an Ofis ha gant Blay Foldex, e 2003