Barrez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pleustradenn hollek evit ar varrez gant Edgar Degas
Korollerezed, gant Edgar Degas, 1872.
koroll an erc'h gant an "Nutcracker ballet"


Ar varrez zo ur seurt koroll akademek a vez kelennet e skolioù barrez. Graet e vez barrez ivez eus korollarvestoù e lec'h ma vez implijet ar seurt dañs-se. Er barrezioù e vez danevellet un istor war al leurenn war-bouez dañs, mimerezh, ha sonerezh (gant lazoù-seniñ peurliesañ met ivez a-wezhioù gant kan).


Evel an Opera, e c'hall bezañ aozet an arvestoù e daou zoare : pe gant un heuliad abadennoù, pe hep troc'h. Framm ar barrezioù « dre abadennoù » eo an hini koshañ : dañsoù a deu an eil da-heul egileall evel kement a dammoù disheñvel.

Istor[kemmañ]

Savet e vez arvestoù barrez penn-da-benn met gallout a reer lakaat abadennoù barrez etre arvestoù un opera pe re ur pezh-c'hoari, evel diduamant. Emañ kempred ar barrezioù lez gall, war un dro war gan ha gant sonerezh, gant ar c'hentañ taolioù esae monodiezh dramatek e Firenze (e diwezh ar XVIvet kantved). Diwar hengoun ar barrezioù lez ez eo diwanet an operaioù-barrez hag ar komediennoù-barrez savet gant Lully ha Molière.


Ar barrezioù lakaet etre arvestoù opera zo deuet da vezañ goude unan eus perzhioù an arz lirek gall. Gallout a reer en em rentañ kont eus kement se pa arvester ouzh trajediennoù lirek Lully ha Rameau. Miret eo bet ar boaz-se gant adreizhadenn Noverre (barrezioù birvidik) hag hini Gluck. En XIXvet kantved e veze atav engortoz an arvesterien c'hall hag italian da welet meur a abadenn koroll pa'z aent d'an opera.


Er barrezioù a vremañ e weler un heuliad pennadoù o tont an eil war lerc'h egile hep ehan. Diorren a reas ar seurt barrezioù e diwezh an XIXvet kantved en un doare dizalc'h eus stummoù arz all. Mennozhioù Richard Wagner eo a lakaas boaz ar barrezioù lakaet etre an arvestoù da vont diwar ar c'hiz.

En XXvet kantved e voe a bep seurt taolioù arnod er barrezioù. Evel se, d'an 29 a viz Mae 1913, Kurunidigezh an nevezamzer gant Igor Stravinsky, gant ur goregrafienn eus Vaslav Nijinsky, a lakaas da sevel unan eus ar rendaelioù brasañ eus istor an dañs hag ar sonerezh.

Diwar-benn ar ger[kemmañ]

  • Kavout a reer ar ger-se e geriadur Gregor Rostren (1732), pajenn 243: "Danse de théâtre. Barrez, p. barrezou. (de barz, sonneur, baladin.)". Souezhus eo ar gerdarzh evel re all kinniget gant an aozer. Ne oa ket ken diorroet ar c'herdarzhadurezh d'ar c'houlz-se evel just.
  • Barrezioù eo al liester hervez geriadurioù divyezhek Frañsez Vallée ha Roparz Hemon, troet gante "ballet". Troet korolladeg ivez hervez Vallée.

El liverezh[kemmañ]

Edgar Degas en deus livet kalz taolennoù diwar-benn korollerezed al lazoù-koroll.