Banniel Burkina Faso
Eus Wikipedia
Banniel Burkina Faso zo banniel broadel Burkina Faso abaoe ar 4 a viz Eost 1984.
Graet eo banniel Burkina Faso gant div vandenn a-blaen, unan ruz e krec'h (arouez an dispac'h) hag unan wer en traoñ (arouez pinvidigezhioù naturel ar vro). En e greiz ez eus ur steredenn velen, arouez ar gouloù o heñchañ an dispac'h.
Dibabet e voe ar banniel-se bloaz goude taol-Stad Thomas Sankara. D'ar memes koulz e voe cheñchet anv ar vro (Volta-Uhel betek neuze) evit diskouez un troc'h gant ar renadoù kent.