Aurélie Jean

Eus Wikipedia
Aurélie Jean
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanAurélie Kemmañ
Anv-familhJean Kemmañ
Deiziad ganedigezh5 Gwe 1982 Kemmañ
Lec'h ganedigezhClamart Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherskiantour niverel, embreger Kemmañ
Bet war ar studi eskol-veur Pierre ha Marie Curie, École normale supérieure Paris-Saclay, Mines ParisTech Kemmañ
Rener tezennSamuel Forest Kemmañ
Prizioù resevetmarc’heg an ordre national du Mérite, Trophées ellesdeFrance Kemmañ


Aurélie Jean, ganet d’ar 5 a viz Gwengolo 1982 e Clamart (Hauts-de-Seine), zo ur stlennegourez hag embregerez c’hall.

Ganedigezh ha stummadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet d’ar 5 a viz Gwengolo 1982[1] e Clamart[2], Aurélie Hélène Marie Jean[3] zo desavet gant he zud-kozh. Ober a ra e studi e skol-veur Pierre-et-Marie-Curie (aotreegezh war ar fizik hag ar mekanik), en École Normale Supérieure de Paris-Saclay (magistère war ar mekanik), hag en École Nationale Supérieure des Mines de Paris.

Red-micher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe 2018 e vev etre ar SUA ha Bro-C'hall. Kuzuliañ, enklask, kelenn, ha skrivañ a ra diouzh e vicher.

Kendiazezerez ha renerez an embregerezh In Silico Veritas[4] e New York, arbennikaet eo war an algoritmoù hag ar patromadur niverek.

E 2021 he deus kendiazezet DPEEX[5], ur startup arbennikaet war implijoù medisin an intent artifisiel a-zivout krign-bev ar vronn.

Renket eo bet gant ar gelaouenn Forbes e touesk an 40 Gallez levezonusañ er bloaz 2019[6].

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • De l'autre côté de la machine : voyage d'une scientifique au pays des algorithmes, Pariz, Éd. de l'Observatoire, dastumadur De facto, 2019, 205 p., (ISBN 979-10-329-0540-1)
  • L'apprentissage fait la force, Pariz, Éd. de l'Observatoire, dastumadur Et Après ?, 2020, 205 p., (ISBN 979-10-329-1578-3)
  • Les algorithmes font-ils la loi ?, Pariz, Éd. de l'Observatoire, dastumadur Essais, 2021, 224 p., (ISBN 979-1032915011)

Enorioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]