Audi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Logo de Audi

Audi a zo ur gompagnunezh a sav kirri-tan hag a zo bet krouet d'ar 16 a viz Gouere 1909 get August Horch. Un iskevredad ag ar c'hevredad Volkswagen AG eo. Anv ofisiel an embregerezh a zo AUDI AG. Ar sez sokial a zo lec'hiet e Ingolstadt e Bavaria. August Horch en deus savet ivez a-raok Audi ar merk Horch, met, diwezhatoc'h, en deus staget anezho. Talvoudegezh Audi a zo Auto Union Deutsche Industrie, a pezh a dalvez Strollad tangarrerezh Alamagn. Audi a zo hiziv-an-deiz ur merk anavezet get an holl dud a anavez un tamm ar c'hirri-tan. Bep blez e vez gwerzhet un niver bras a girri-tan, a-c'houde trizkved blezad da-heul get ar brasañ niver a kirri-tan gwerzhet. Ar merk Audi a zo disklêriet e 100 bro er bed. Daoù iskevredad a vez gete; "Automobili Lamborghini Holding S.p.A" lec'hiet e Sant'Agata Bolognese e Italia ha "quattro GmbH" lec'hiet e Neckarsulm e Alamagn.

Taolenn

[kemmañ] Istoer

[kemmañ] Orin

E-penn kentañ, e oa ar gevredad A.Horch krouet e 1889. Gwerzhet e veze mat gete, mes, e 1909 eo skarzhet ag e embregerezh dre ma ne vez ket a-du ar lodenn vrasañ ag ar verourien. Un nebeut a vicherourien a za kuit getañ ha sevel a reont asembles get August Horch un embregerezh nevez anvet "August Horch Automobil Werke" e koulz ar memes blez. Savet e vez ar sez e Zwickau e "Saxe", e-kichen an embregerezh "A.Horch & Co. Motorwagen Werke", e embregerezh kentañ. Kevezerien emaint hag a-benn ar fin e vez urzhiet da A. Horch cheñche anv e embregerezh dre al lez-varn. Dont a ra da vezañ "Audi Automobilwerke GmbH".

[kemmañ] Ur berzh

Anavezet eo muioc'h-muiañ AUDI dre ma vez kirri-tan efedus-tre evit ar redadegoù get ar "14/35 HP" savet etre 1912 ha 1921. Kalz a girri-tan savet a-ziàr an hini-mañ o deus gounezet redadegoù. A. Horch a oa lies en embregerezh neuze e oa ar gevredad é kreskiñ buan. Er mare-mañ e vez ur berzh bras en embregerezh. Eñ a vez anavezet èl un ijinerezh brudet èl Ferdinand Porch. Ar pezh a ra ar berzh-mañ a zo e vez get kirri-tan Horch ur berzh teknikel, hag e kemer-perzh er redadegoù, hag evit ar fed bout gourdoner evit sevel blenierion redadeg. Etre 1911 ha 1914 e vez kemeret perzh get Audi er redadeg hir-badus "Coupe des Alpes", 2400 kilometrad hirder, gounez a ra e 1912, 1913, 1914. Ar-lec'h, ar brezel a deuas hag a redias Horch da sevel kirri-tan evit an transportoù get ar patrom-karr "G 8/22 HP". A-benn ar fin e savont kirri-tan bras ha kaer ruz. Dre-se, e-kourz enkadenn armerzhel 1929 e vez get ar gevredad kudennoù bras get an arc'hant.

[kemmañ] Auto Union

Logo an embregerezh Auto Union

E 1928, Audi a zo adkemeret get an embregerezh DKW, ur saver kirri-tan savet pell 'zo. Dreist ma vez Audi da DKW e gouarn e anv hep lakaat ur sin ag ar merk nevez. Ar merk a stroll div gevredad arall e 1932; Wanderer ha Horch. Er memes blez, evit derc'hel a-enep d'ar reolioù nazi, en em stroll Audi, DKW, Horch ha Wanderer edan sin ar piàr gwalenn gris arc'hant kroaziet evit sevel ar merk "Auto Union". Ar sez a vez e Chemnitz er mare-mañ. Dre ma vez savet kirri-tan bras ha kaer get meur a gevredad all e savont neuze kirri-tan marc'hamataa-walc'h.

[kemmañ] Adnevezadur

Ar-lerc'h an eil brezel bed e vez dispennet "Auto Union", hag e 1964 e vez adprenet labouradeg Ingoldstadt get "Volkswagen" hag èl-se, e sav en dro ar merk Audi en ur gouarn sin "Auto Union". A benn ar fin e vez kavet ur berzh nevez en adprenadenn-mañ ha preniñ a reont NSU feurmer kirri-tan ivez e 1969. Anvet eo Audi NSU er mare-mañ. Kalz pelloc'h, e 1998 e vez adprenet Lamborghini ivez. Kregiñ a ra en-dro da feurmiñ kirri-tan sport ha ker a-walc'h. Kevezerien e teu de vout get Mercedes. E 1985 e teu da vout Audi "Audi AG". Edan ar gwalennoù gris e vez adalek ar mare-mañ kavet ur merk ruz.

[kemmañ] Logoioù

[kemmañ] Doareoù hervez ar c'hronologiezh

Etre krommelloù ez eo deiziad kentañ he lakadenn war ar marc'had.

[kemmañ] Doareoù eus 1910 da 1919

[kemmañ] Doareoù eus 1920 da 1929

[kemmañ] Doareoù eus 1930 da 1939

[kemmañ] Doareoù eus 1950 da 1959

[kemmañ] Doareoù eus 1960 da 1969

[kemmañ] Doareoù eus 1970 da 1979

[kemmañ] Doareoù eus 1980 da 1989

[kemmañ] Doareoù eus 1990 da 1999

[kemmañ] Doareoù a-vremañ

Rummad A3

Rummad A4

Rummad A5

Rummad A6

Rummad A8

Rummad TT

Rummadoù all

[kemmañ] Doareoù o tont

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all