Arzoù emgannañ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An arzoù emgannañ, pe arzoù brezel, a zo ur sistem doareoù stourm pe emgann. Pal an holl arzoù emgannañ eo lakaat unan bennak d'en em zifenn diouzh gourdrouz ar c'horf. Ouzhpenn-se eo liammet arzoù emgannañ zo gant kredennoù evel an hindouegezh, ar voudaegezh, an daoegezh, ar goñfusielezh pe ar shintoegezh, dezho ur c'hod a enor resis. Lakaet e vez an arzoù emgannañ da arzoù ha da skiantoù war un dro. Graet e vez kalz arzoù emgannoù e kevezadegoù ivez, evel sportoù emgannañ, met ivez evel korollerezh.

Pa gomzer eus arzoù emgannañ e soñjer alies e doareoù emgannañ Azia. Koulskoude e c'heller menegiñ ivez teknikoù all, evel ar gouren e Breizh, pe an doareoù a gaver e Bro-Leon Spagn. En Amerika ez eus gant an Indianed hengounoù heñvel ouzh ar gouren.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.