Arkham

Eus Wikipedia

Ur gêr er Massachusetts (Stadoù-Unanet) eo Arkham, hag ijinet eo bet penn-da-benn gant Howard Phillips Lovecraft. Meneget eo ar gêr e meur a zanevell savet gantañ, dreist-holl ar re a denn da vojenn Cthulhu. Enni e kaver skol-veur Miskatonic, e-lec’h ma vez studiet sevenadurioù kozh hag ar folklor. Dornskridoù stag ouzh mojenn Cthulhu a gaver e levraoueg ar skol-veur, en o zouez ur skouerenn eus an Necronomicon. Un ti evit ar re sot a zo ivez en Arkham. Arouezius eo an daou ensavadur-se eus pennahelioù mojenn Cthulhu : an enklask – a vez kaset peurlisesañ e metoù desket – hag ar follentez, hag a gouezh war kement den a vez o klask titouroù diwar-benn mojenn Cthulhu.


Menegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meneget e vez Arkham evit ar wech kentañ en danevell The picture in the house (1920). Menegoù all a gaver ivez e-barzh The Colour out of Space (1927), The Dreams in the Witch House ha The Thing on the Doorstep (1933).


Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un dave da Arkham a gaver e-barzh Batman niv.258 (miz Here 1974). An ti-embann krouet gant August Derleth ha Donald Wandrei a zo anvet Arkham House. Ar c’hoari kevredigezh anvet Spont en Arkham a c’hoarvez er gêr-se.