Apofoniezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen apofoniezh (saoz.: apophony) war tachennoù ar fonologiezh hag ar vorfologiezh evit komz eus un doare kemmadur kensonennel pe vogalennek evit merkañ perzhioù pe arc'hweloù yezhadurel, da skouer kembraeg corff ("korf") > cyrff ("korfoù") ha brezhoneg maen > mein.

Peurliesañ e teu an apofoniezh diwar diorroadur ur yezh a-hed an amzer pa deu da vezañ ur perzh morfologel ha/pe kevreadurezhel kemmoù a orin fonologel.

Doareoù apofoniezh[kemmañ]

Meur a zoare aponiezh ez eus hervez ma vez kemmet perzhioù ur vogalenn, ur gesonenn pe c'hoazh un donenn

Kemmañ a ra arc'hwel yezhadurel resis pe degouezh apofoniezh a yezh da yezh.

Apofoniezh vogalennek[kemmañ]

Kavet e vez stank apofoniezh vogalennek (anvet "dereziadur vogalennek" pa gomzer eus diorroadur an indez-europeg dre voaz) e yezhoù ar bed, da skouer e dinkeg:

Unander Liester Ster Kemm vogalennek
dom dum 'park/parkeier' (o-u)
kat kɛt 'framm/frammoù' (a-ɛ)

Apofoniezh dreistskizhel[kemmañ]

Kemmet a c'hell bezañ ivez meur a elfenn dreistskizhel, en o zouez tonennoù, lec'h an taol-mouezh pe an hirder vogalennek, da skouer e vietnameg:

  Kemm tonenn
đây "amañ" đấy "aze" (tonenn ngang > tonenn sắc)
bây giờ "bremañ" bấy giờ "goude" (tonenn ngang > tonenn sắc)
kia "aze" kìa "ahont" (tonenn ngang > tonenn huyền)
cứng "hard" cửng "(to) have an erection" (tonenn sắc > tonenn hỏi)

En albaneg e c'hell kemmañ hirder ar vogalennoù evit merkañ niver ha/pe jener an anvioù-kadarn, da skouer:

[ɡuːr] "maen" [ɡur] "mein"
[dy] "daou" [dyː] "div"

E saozneg e c'hell kemmañ lec'h an taol-mouezh evit lakaat an diforc'h etre un anv-kadarn hag ur verb, da skouer:

Anv Verb
pérmit ("aotre") permít ("aotreañ")
récord ("enrolladur") recórd ("enrollañ")

A-wezhoù, kentoc'h evit o lakaet da apofoniezh e vez dielfennet seurt kemmoù dreistskizhel evel kengerioù ispisial anvet "dreistgerioù".

Apofoniezh kensonennel ("kemmadur")[kemmañ]

Pennad pennañ: Kemmadur (yezhoniezh)

Implijet e vez an termen "kemmadur evit komz eus an apofoniezh kensonennel, dreist-holl pa gomzer eus ar yezhoù keltiek. Estreget ar yezh keltiek e vez kavet apofoniezh kensonennel stank a-walc'h e yezhoù ar bed, da skouer e bembaeg e talvez ar c'hwitelladur hag ar staonekadur da verkañ verboù kaozus:

Verb nann-tranzitivel Verb kaozus
pona "kouezhañ" ponya "lakaat da gouezhañ"
enda "pourmen" ensha "lakaat da bourmen"
kula "kreskiñ" kusha "lakaat da greskiñ"

Apofoniezh hag elfennoù all[kemmañ]

Alies a-walc'h e c'hoarvez an apofoniezh gant kemmoù all, da skouer kengerioù staget ouzh ur wrizienn pe ur c'helf, da skouer e brezhoneg:

Unander Liester
gad gedon
roc'h reier

Apofoniezh kv. Treuzkemmadur[kemmañ]

A-wezhoù e vez dielfennet ivez evel un doare apofoniezh ar patromoù treuzkemmadur implijet gant yezhoù semitek] evel an arabeg ma kemm vogelennoù implijet gant ar c'helfoù , da skouer:

Ger Ster Patrom kemm
katab "skrivañ" (a - a)
kataba "bez' e skrivas" (a - a - a)
kaatab "kenskrivañ" (aa - a)
kitaab "levr" (i - aa)
kutub "levrioù" (u - u)
kaatib "skrivagner" (aa - i)
kuttaab "skrivagnerion" (u - ːaa)

Gwelit ivez:[kemmañ]

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.